For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Tomás de Zumalacárregui.

Tomás de Zumalacárregui

Tomás de Zumalacárregui.

Tomás de Zumalacárregui, pe Tomas Zumalakarregi Imatza en euskareg (Ormaiztegi, Gipuzkoa, 1788 – Zegama, Gipuzkoa, 1835), Dug ar Victoria de las Amezcoas ha kont Zumalacárregui, lesanvet Tío Tomás (Tonton Tomaz), ha diwezhatoc'h «Tigre de las Amescoas», a oa ur jeneral eus arme ar garlourien e-pad Kentañ brezel ar garlouriezh.

Ganet e oa er genkiz (caserío) Arandi, en Ormáiztegui. Tud a ouenn uhel hag a beadra e oa e dud, Francisco Antonio Zumalacárregui Múgica hag Ana María Imaz Altolaguirre. Daou vreur dezhañ a oa aet da veleien hag ar mab henañ a oa alvokad. Miguel Antonio, a voe ur politikour frankizour a bouez en XIXvet kantved, hag a c'houzañvas kalz eus perzh an hollveliourien. Tomas, an dekvet eus an unnek bugel, a oa pevar bloaz pa varvas e dad, hag ac'h eas da soudard.

Goude marv e dad eo ez eas an tiegezh da chom d'an ti Iriarte-Erdikoa, a zo hiriv Mirdi Zumalakarregi. Eno e voe roet dezhañ un tamm deskadurezh ha kelennet war al latin. En 1801 e voe kaset gant e vamm da Idiazábal da zeskiñ «práctica de escribano».

Brezel dieubidigezh Spagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1808 edo o tifenn kêr Zaragoza er c'hentañ seziz a c'hoarvezas e-pad Brezel dieubidigezh Spagn, enep armeoù gall Napoleone Buonaparte. Perzh a gemeras en emgann Tudela, hag en eil seziz Zaragoza. E-kerzh ar seziz-se e voe tapet gant ar C'hallaoued pa oa aet e-maez kêr gant soudarded all. Tec'hout a c'hallas goude dispenn e ereoù ha mont da repuién d'e gêr c'henidik, Ormaiztegi.

Goude ur pennad er gêr ez eas d'ar menezioù da stourm a reas dindan ar jeneral Gaspar de Jáuregui, lesanvet ar Pastor, a en em ganne evit e gont e-unan en Euskadi. Dont a reas da vout sekretour Jáuregui, dre ma oa dizesk an den, ha kentelioù a roas dezhañ. Goude e teuas da vout eiler personel Juan-Carlos Areizaga. E deroù ar brezel e kemeras perzh e meur a grogad-brezel, en Azpíroz (Navarra), Oyarzun (Gipuzkoa), Santa Cruz de Campezo (Araba) pe El Carrascal, ma voe anvet da subteniente en arme vihan.

En 1811 e voe ebarzhet an armeoù bihan eus Euskadi ha Navarra hag eus an trowardroioù, er Seizhvet Arme Spagnol dindan ar jeneral Gabriel de Mendizábal. Jáuregui, anvet da goronal, a oa dindanañ an holl vagadoù eus Gipuzkoa, a voe anvet neuze Primer Batallón de Guipúzcoa. Tomás, neuze letanant ( teniente), a voe lakaet da ofisial an arme. Dre ma kresko ar bagadoù e vo krouet an eil hag an trede batailhon en arme Gipuzkoa.

Zumalacárregui a chomas da ofiser a-hed ar brezel e Kentañ Batailhon Gipuzkoa, da gentañ evel letanant (teniente) hag adal 1812 evel kabiten. Perzh a gemeras e meur a hini eus ar c'hrogadoù-brezel a c'hoar vezas e Gipuzkoa, hag e hanternoz Navarra er bloavezhioù-se; Zumárraga, Puente de Belascoain, Unzué, Ataun, Urrestilla, Irurzun, Arechavaleta, Vergara, Loyola, Descarga, Sasiola, Mendaro pe Salinas.

Dindan ar jeneral Freire e oa en Emgann San Marcial d'an 31 a viz Eost 1813 pa voe echuet da vat gant bezañs an arme c'hall e Spagn, ha medalennet e voe en abeg da se. Meur a wech, e-pad ar brezel e oa aet da gêr Cádiz, kaset gant Jauregui, ha meur a gefridi dezhañ da gas da benn. Eno en em gavas gant e vreur Miguel Antonio de Zumalacárregui, dileuriet evit Gipúzkoa en Cortes Cádiz.

A-hed ar bloavezhioù ma voe dindan urzhioù Jáuregui e teuas Zumalacárregui da vezañ ur mailh war ar brezelikat. Deskiñ a reas aozañ an arme, ar pourvezioù, ha padout er brezel. En em voazañ a reas ouzh ar vuhez er menezioù Gipuzkoa ha Navarra. Kement-se a vo talvoudus-bras dezhañ diwezhatoc'h pa vo lakaet e penn arme ar garlourien.


Troioù-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tro-vrezel Peña de San Fausto, 19 a viz Eost 1834.
  • Emgann Alegría de Álava, 27 a viz Here 1834.
  • Tro-vrezel Venta de Echavarri, 28 a viz Here 1834.
  • Tro-vrezel pont Larraga, 8 a viz Meurzh 1835.
  • Tro-vrezel Larremiar, 12 a viz Meurzh 1835.
  • Tro-vrezel Artaza, 22 a viz Ebrel 1835.
  • Tro-vrezel Puerto de Descarga, 2 a viz Mezheven 1835.

Div wech hepken e kasas e soudarded d'an emgann:

  • Emgann Mendaza, 12 a viz Kerzu 1834.
  • Emgann Arquijas, 15 a viz Kerzu 1834.
Mirdi Zumalakarregi en Ormaiztegi.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Vida y hechos de don Tomás de Zumalacárregui, gant Juan Antonio de Zaratiegui (Madrid, París, 1845).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Tomás de Zumalacárregui
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?