For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kentañ brezel ar garlouriezh.

Kentañ brezel ar garlouriezh

Ar Cincomarzada (1838).

Kentañ brezel ar garlouriezh zo ur brezel diabarzh a c'hoarvezas e Spagn adal 1833 betek 1840 etre div gostezenn : hini ar yaouaer Carlos María Isidro de Borbón, breur d'ar roue kent, Fernando VII, ha hini ar rouanez Isabel II (1830-1904), merc'h d'ar roue kent, hag he mamm rejantez María Cristina de Borbón (1806-1878). Ouzhpenn gouzout gant piv ez afe ar gurunenn e oa brezel diwar-benn natur ar renad: evit ur rouantelezh hollveliek e stourme Carlos, ha difenn ar gwirioù kozh (fueros), ha ken hollveliek all e oa ar gostezenn all da gentañ a-raok mont war glouaraat evit treiñ war-du ar frankizouriezh evit gounit harp ar bobl.

Fernando VII, roue Spagn.
Maria Cristina an Div Sikilia, intañvez Fernando VII, mamm Isabel II. Poltred gant Franz Xaver Winterhalter e 1841
Carlos, Kont Molina

Pa oa ar roue Fernando VII (1784-1833) o ren e oa e vreur yaouank, an Infant Carlos, Kont Molina (1788-1855) o c'hortoz. Hennezh a gave dezhañ e vije bet roue goude marv Fernando, rak pennhêr ebet n'en devoa e vreur. Ouzhpenn-se, e 1829, e varvas ar rouanez Maria Josepha von Sachsen (1803–1829), trede pried ar roue, da 26 bloaz. Ha setu nevez intañvet ar roue evit an trede gwech, hag eñ divugel. Digor e oa an hent da Garlos war-du ar gurunenn.

N'eo ket evel-se e troas an traoù avat.

Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel : ar virourien douet, Kont Molina en o fenn, hag ar frankizourien, harpet gant breur yaouankañ ar roue, an infant Francisco de Paula Spagn, ha dreist-holl e bried ha nizez Luisa Carlotta, ur vaouez a benn.

Enebourien e oa an daou vreur eta. Trec'h avat e voe an infantez Luisa pa deuas a-benn da lakaat ar roue Fernando, 45 bloaz dezhañ, da zimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), 22 vloaz. Ar c'hiz a oa e ti Bourboned Spagn da zimeziñ etre eontred ha nizezed, rak ne ouied ket neuze petra e oa gwallefedoù ar genwadelezh : aferioù politikel e oa an dimezioù, ha roet e veze an aotreoù ret gant ar pab brokus d'ar briñsed katolik.

Setu Maria Cristina dougerez neuze, ha teñvalaet planedenn Carlos. Ma c'hane ur mab, e vije-eñ roue, ma c'hane ur verc'h ne c'hallje-hi ket ren abalamour d'al lezenn salek, deuet eus Bro-C'hall er XVIIvet kantved, gant ar priñs gall Fulup, deuet da vezañ Felipe V, kentañ roue Bourbon Spagn.

Ar roue Fernando a embannas neuze Pragmatica Sanctio ar 1añ a viz Meurzh 1830, ha ganti e voe lakaet fin d'al Lezenn salek, ha da blanedenn roueel Carlos.

Seizh miz goude, e miz Here 1830, e c'hanas ar rouanez ur verc'hig. Ur verc'h all a voe ivez e 1832. Bloaz goude e varvas ar roue Fernando VII, e miz Gwengolo 1833, goude bezañ anvet e verc'hig Isabel, tri bloaz hepken, da rouanez Spagn ; ha setu Maria Cristina deuet da vout rejantez he merc'h, ha rouzet ar bloneg d'ar priñs Carlos María Isidro, a gave e oa dleet ar gurunenn dezhañ. Carlos ne anavezas ket Isabel evel priñsez Asturiez eta, hag er Manifiesto de Abrantes ec'h embannas e wirioù war ar gurunenn hag e tigoras an hent da Gentañ brezel ar garlouriezh

An noblañsed a oa a-du gant Carlos, hollveliour.

Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet a sinas e 1834 un emglev anvet Kenunaniezh ar Pevar a harpe Isabel II.

Ouzhpenn afer hêrezh ar gurunenn a oa abeg d'ar brezel.
Goude ar Brezel Dieubiñ e voe freuzet Bonreizh 1812 gant Fernando, met goude an "Tribloaziad Frankizour" (Trienio Liberal, 1820-1823) ne assavas ket an Inkizision hag e diwezh e ren ec'h asantas d'un nebeud adreizhoù evit desachañ ar frankizourien a felle dezho e vije ingalet al lezennoù hag ar c'hustumoù er rouantelezh dre derriñ ar brientoù hag al lezennoù arbennik ; diouzh o zu en em vodas ar virourien tro-dro d'e vreur Carlos.

Harperien an div gostezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maezioù ha kêrioù bihan peder froviñs Euskadi ha Nafarroa ac'h eas a-du gant Carlos, en abeg d'ar brientoù (fueros) ha gras d'ar gloer izelañ er parrezioù, eme lod eus an istorourien. Kaoz zo bet meur a wech da c'houzout hag a-du gant ar fueros e gwirionez e oa karlourien Euskal Herria, met n'eus emglev ebet war ar poent-se.

En Aragon ha Katalonia e voe gwelet evel ur chañs da adkavout o gwirioù war ar feurmoù, a oa bet kollet a-c'houde Brezel Hêrezh Spagn gant an Dekredoù Nueva Planta (1707-1716). Forc'hellek e chomas urzhaz an Iliz, petra bennak ma voe un darn vras eus ar gloer o sevel a-du gant ar Garlourien.

En tu all en emvodas ar frankizourien hag ar gempennourien glouar evit harpañ María Cristina hag he merc'h Isabel. Ganto e oa reoliet ensavadurioù pennañ ar stad, an darn vrasañ eus al lu hag an holl gêrioù bras.
Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet a roas termen d'an Teñzor ha d'an arme ; Breihveuriz a gasas ur rann-armead a-youl-vat, an Auxiliary Legion (a voe anvet La Legión Auxiliar Británica), dindan gourc'hemenn ar jeneral George De Lacy Evans tra ma oa ar Royal Navy oc'h ober gwezhiadoù kaleadur.

Skoazellet e voe ar rejantez gant broioù all. Portugaliz a gasas ur rannarme dindan Baron an Antas, ar C'hallaoued al Lejion Estren e 1834, ouzhpenn ma vezent oc'h evezhiañ an harzoù hag an aodoù spagnol.

Ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui.

Brezel a voe etre harperien an div gostezenn. Kalet e voe e hanternoz ar vro. Un armead 13 000 den a oa dindan ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui, ha trec'h e voe meur a wech. Arme Isabel II ne oa ket evit stourm hep skoazell a-ziavaez.

E Madrid e voe staliet ur rejañs frankizour dindan ar rouanez Maria Cristina an Div Sikilia

Goude meur a vloavezh-brezel e voe trec'het ar garlourien ha sinet feur-emglev Bergara, d'an 31 a viz Eost 1839. Kenderc'hel a reas Ramón Cabrera d'en em gannañ er Maestrazgo betek miz Mae 1840.

Emgann Mendigorria, e 1835.
  • Emgann Alsasua (Ebrel 22, 1834) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Alegría de Álava (Here 27, 1834) - trec'h ar garlourien
  • Emgann ar Venta de Echávarri (Here 28, 1834) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Mendaza (Kerzu 12, 1834) - trec'h ar frankizourien
  • Kentañ emgann Arquijas (Kerzu 15, 1834) - trec'h ar frankizourien
  • Eil emgann Arquijas (C'hwevrer 5, 1835) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Artaza (April 22, 1835) - trec'h ar garlourien
  • Lord Eliot Convention Ebrel 27–28, 1835 - British-sponsored agreement between Carlists and Liberals regarding treatment of prisoners
  • Emgann Mendigorría (Gouhere 16, 1835) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Arlabán (Genver 16–18, 1836) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Terapegui (Ebrel 26, 1836) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Villarrobledo (Gwengolo 20, 1836) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Majaceite (Du 23, 1836) -trec'h ar frankizourien
  • Emgann Luchana (Kerzu 24, 1836) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Oriamendi (Meurzh 16, 1837) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Huesca (Meurzh 24, 1837) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Villar de los Navarros (Eost 24, 1837) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Aranzueque (Gwengolo 1837) - trec'h ar frankizourien, end of Carlist campaign known as the Expedición Real
  • Emgann Maella (Here 1, 1838) - trec'h ar garlourien
  • Emgann Peñacerrada (Mezheven 20–22, 1838) - trec'h ar frankizourien
  • Emgann Ramales (Mae 13, 1839) - trec'h ar frankizourien

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kentañ brezel ar garlouriezh
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?