For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Leto.

Leto

Leto skrapet gant Tityos : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag e glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Tityos hag Artemis, ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un amforenn atikat dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. Mirdi al Louvre.

Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), anavezet eo evel Latona gant ar Romaned, a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis (Diana e Roma) hag Apollon.

Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koios ha d'e c'hoar Foibe.

Meur a vojenn zo diwar he fenn.

  • Hervez unan eus ar Meulganoù Homerek e oa pried Zeus a-raok dezhañ dimeziñ da Hera.

Heskinerezh ha gwilioud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Python war-lerc'h ar paourkaezh plac'h.

A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud, a neuie war ar mor, kaset-digaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e gregach, « splann, hewel »).

Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Eileithyia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.

  • Klask a reas Tityos gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
  • Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.

Kouerien Lykia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Latona ha kouerien Lykia, war-dro 1605, gant Jan Brueghel an Henañ.

"Latona" a veze graet anezhi gant ar Romaned.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Leto
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?