For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Henc'hresianeg.

Henc'hresianeg

Henc'hresianeg
(Ἀρχαία Ἑλληνική)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia hag en trevadennoù gresian
Rannved : Europa, Azia-Vihanañ
Komzet gant : Dianav
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
  • Helleneg
    • Henc'hresianeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 grc
ISO 639-3
Kod SIL -
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


An henc'hresianeg (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, hê hellênikề glỗtta[1]) eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kt JK hag IVe kantved kt JK.

Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres arkaek (IXvet-VIvet kantved kent J.K.) ha Henc'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.). En istor Henc'hres e kaver ivez ar prantad hellenadek a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet koine.

E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù Homeros, en o zouez an Ilias hag an Odysseia, hag an oberennoù bras eus al lennegezh pe ar brederouriezh, bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor skiantoù hag hor matematik a vremañ.

Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Henc'hres kent krouidigezh al lizherenneg c'hresian, sellet ouzh ar pennadoù gresianeg mikenaiek ha kentgresianeg.


Ar rannyezhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed a-hervez. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kt JK. N'emañ ket a-du an holl arbennnigourien war gwirionez an aloubadegoù dorian-se.

Gresianed an Henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en arkeologiezh hag e yezhoniezh.


Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad[2] : an arkadieg-ha-kiprenezeg, ar strollad kornogat, an eolieg hag an ionieg-hag-atteg :

Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro 400 kent J.K.
  • Strollad kornogat
    • Henc'hresianeg ar gwalarn (Gw. war ar gartenn)
    • Doreg
  • Eolieg
    • Eolieg Azia
    • Thesalieg
    • Boeotiaeg
  • Arkadieg-ha-kiprenezeg
    • Arkadieg
    • Kiprenezeg
    • Pañfilieg


Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh Aten, ur rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al lennegezh c'hresian klasel. Da-heul aloubadegoù Aleksandr Veur hag ar meskad Gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar c'h/koinè, kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan koinos) diwanet diwar meur a rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ kenyezh an Henamzer, war un dro gant al latin. Ar c'hoine ioniek-ha-attek a zeuas da vezañ yezh ofisiel Impalaeriezh Bizañs. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar gresianeg a-vremañ.

Doareoù skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al linenneg B eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur silabenneg eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al lizherenneg c'hresian. Implijet e veze e Kreta ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre -1500 ha -1200. Etre -800 ha -200 e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e Kiprenez evit diskrivañ henc'hresianeg hag eteokiprenezeg)


Nav gwerzenn gentañ an Odyseia gant Homeros.

Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al linenneg B hag ar silabenneg kiprenezat e Bro-C'hres, met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :

  • Al linenneg A (etre -1800 ha -1450, e Kreta hag en inizi an Enezvor) ;
  • An hieroglifoù kretat (etre -1750 ha -1600, e Kreta) ;
  • Kavout a reer ur skritur dianav all war Pladenn Faistos (bloaziad diasur) ;
  • Ar c'hiprenezeg-minoeeg, anvet a-wezhioù « linenneg C », (etre -1500 ha -1200, e Kiprenez), deveret eus al linenneg A marteze ; talvezout a rae ar silabenneg-se da skrivañ ur stumm kozh-bras eus eteokiprenezeg.


Goude se ez eo al lizherenneg c'hresian zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg fenikian. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an abjad, ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.

  1. Graet e vez gregach pe gresim anezhañ ivez e brezhoneg, daoust ma c'hall ar gerioù-se talvezout evit an henc'hresianeg koulz hag evit ar gresianeg a vremañ.
  2. Gallout a reer lenn ar memes doare da ginnig ar strolladoù rannyezhoù en embannadurioù nevez an Encyclopedia Britannica, a renabl ivez an oberennoù pouezusañ diwar-benn an danvez-se.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Henc'hresianeg
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?