For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Hamburg.

Hamburg

Hamburg
Hamburg

Riez Alamagn
Rannvro Alamagn (Stad Hamburg)
Kod pellgomz
Kentañ maer
Amzer gefridi
Peter Tschentscher (SPD)
7 a viz Meurzh 2011-
Gorread 755,264 km²
Hed
Led
Uhelder
Poblañs hep kontoù doubl 1,899,160 (2019)[1]
Stankter 2,400/km²

Hamburg (distaget [ˈhambʊʁk] en alamaneg) eo an eil kêr vrasañ en Alamagn (goude Berlin) ha porzh brasañ ar vro. Kêr-benn stad Hamburg eo ivez, hag ur gêr-stad eo. War-dro 1,9 milion a dud zo o chom enni (2019), ha tost da 5 milion en tolead-kêr.

Oberiant e oa Hamburg evit diazezañ Kevre hanseatek. War plakennoù marilh ar c’hirri e lenner HH, pezh a dalv Hansestadt Hamburg. An anv ofisiel a zo Freie und Hansestadt Hamburg (kêr dieub hag hanzeatek Hamburg. Ur statud ispisial a zo d’ar gêr vras-se e-barzh ar BRD, evel Bremen ha Berlin.

An tisavouriezh zo e-gizh broioù an hanternozh, gant ur rouedad stank a ganolioù, ul lenn artifisiel zo war stêr er c’hreiz-kêr.

Brudet eo mirdi ar c’hunsthalle, pe ar Bucerius Kunst Forum hag enno e vez diskouezadegoù berrbad.  Gouestlet eo ur c’harter a-bezh da vuhez ribouloù an nozh : Sankt Pauli hag ar Reeperbahn, kornioù gant tud gadal ha gisti a weler stank . Emañ H er poent kej evit stêrioù an Alster, ar Bille hag an Elbe. Da 110 km emañ genoù an Elbe e mor Hanternozh. Listri-karg doug-kontener a c’hell leviañ war an Elbe a mont betek kêr. 15 vet porzh ar bed eo gant e listri-ramzel hag an eilvet european goude Rotterdam. Kaji gorread Paris Meurgêr a zo gant tolaead HH, hogen gant peder gwech nebeutoc’h a annezidi warni. 30 m² eo ment ur ranndi dre geidenn. Kalz glazur a gaver enni, betek 14%.

Levezonet eo Hamburg gant nested mor an hanternoz, hag ar redoù mor an atlantel, degas a ra klouarded. Meurvorel eo neuze hin Hamburg. Peurvuiañ e c’hwezh an avel eus ar mervent, evit kas glav stank a gouez e stumm lusenn, a reer Schmuddelwetter anezhi. Yen e vez ar goañvezhioù hogen n’int ket ken gwazh hag ar re a gaver e länderioù ar Su, meneziek. Ur goañvezh diwar nav a vez gwenn gant erc’h. Bep eil bloaz e Munchen ha bep pemp bloaz e Drede. Etre 3°C ha 5°C a vez e-pad ar goañv. Alies mat e vez louet an oabl. 20°C a vez da gustum adalek kreiz miz Ebrel.

Klouar e vez an hañvezhioù gant 23°C keidenn d’ar muiañ. N’eo ket rouez kaout 28°C e miz Gwengolo Eost. Evel-henn e c’hell an dud neuial er pouloù dour e-pad ar c’houlzad-se.

Un tamm istor :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1529 : tremen a reas Hamburg da brotestant

1558 : digoret voe ar c’hentañ yalc’had kevalaour alaman (20 000 anezhad)

Etre 1610 ha 1625 : e voe treuzfurmet Kêr d’ober kreñvlec’hioù a-bouez

1618 : liammet Hamburg ouzh an impalaerouriezh

1619 : Bank Hamburg a voe diazezet gant moraerien Portugalad

1678 : Digoret ar c’hentañ Opera

1758 : fardet e voe ar c’hentañ hamburger

1769 : Dont a reas Hambourg da vezañ Kêr dieub an impalerouriezh

1787 : tremenet ar 100 000 anezhad.

1806 : divodet e voe an Impalouriezh roman germanek, ha graet ar Freie Hansestadt : « Kêr dieub an Hans ». Gant Napoleon e voe aloubet Kêr hag e lakaas e pleustr ur blokus war vor gant efedoù noazhus evit ar c’henwerzh.

1813/1814 : reveulzi, stourm ouzh an alouber gall. Ganto e voe savet ar bagadoù hanseatek gant annezidi Hamburg, Brême ha Lübeck. Adtapet e voe gant ar c’hallaoued, hag aloubet en-dro ganto e pad 6 miz.

1815 : gant emvod Wiena e voe gwaranted dizalc’houriez Kêr ha lakaet da ezel eus an Deutscher Bund

1817 : kentañ bag dre ezenn o vont wart an Elbe.

1834 : Gerhard Oncken (en) gant c’hwec’h ezel all, a ziazezas ar gumuniezh baptiste alaman.

1842 un tangwall divent a zismantras war-dro 4000 lojeiz.

1867 : Hambourg a yeas tre e kengevread Alamagn an hanternozh

1871 : ez eas tre hamburg en impalouriezh alaman,  hag e teuas da vout Bundesstaat des Deutschen Reiches (« Stad kevredadel alamagn ».

1872 :  echuet sevel linenn tren Hambourg-Paris.

1881 : kentañ rouedad pellgomz en Hambourg.

1882 : kentañ gouloù dre dredan.

1885 : savet e voe ar Speicherstadt

1892 : Kolera

D’an 20 a viz du 1896 : e voe harz-labour meur an dokerien

Gevellet eo gant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Länder Alamagn Banniel Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Hamburg
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?