For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Londrez.

Londrez


Londrez
51°30′26″ N, 0°7′39″ W

Houses of Parliamant
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Maer
(Mayor)
Sadiq Khan (Labour)
2016-bremañ

Gorread 1 572 km²
Uhelder 20 m

Poblañs
hep kontoù doubl
8 961 989 (2021)[1]
Stankter 5 701 ann./km²
Kod pellgomz' (44) 20


Kartenn eus Londrez er mare roman

Kêr-benn Bro-Saoz, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo Londrez (saozneg: London /ˈlʌndən/). Lec'hiet eo war riblennoù an Tavoez (Thames) e gevred ar vro; houmañ eo al lodenn binvidikañ eus ar rouantelezh. Tolpet ez eus tro-dro d'ar gêr war-dro 8 milion a annezidi (Londreziz o anv). Rannet eo an tolpad-kêr etre 32 boroughs (= bourc'hioù), mui ar City (Keoded). E penn ar rouantelezh emañ Londrez e meur a savboent. Amañ emañ o chom an unpenn, da lavaret eo ar rouanez (Elizabeth II, hiziv) hag he gouarnamant ha dreist-holl ar c'hambroù, hini ar C'humunioù (the Chamber of Commons) hag hini al Lorded (The Chamber of Lords). Sez ar galloud arc'hant eo ivez p'eo ar City an eil plas goude New York. Porzh pennañ Breizh-Veur eo ivez.

Testeniekaet eo ar stumm latin Londinium er I kantved GJK[2] ; Londinio, "e Londrez", a lenner war dablezennoù roman dornskrivet bet kavet e kêr[3].
Meur a zisplegadenn zo bet kinniget a-hed an amzer, an hini gentañ gant Geoffrey of Monmouth en e Historia Regum Britanniae (c. 1136)[2],[4].
Goude dielfennañ stummadur hag emdroadur ar stummoù paotañ (Londinium e latin, Lunden en hensaozneg ha Llundain e kembraeg) ez eus bet kenemglev evit disklêriañ ez eo deuet an anv eus ar predeneg ; emeur bremañ o klask adkavout ar stumm keltiek orin, a vefe *[Lōndonjon] pe un anv tost, alese ar stumm latin hag an holl stummoù arall a anaver[5].

E-keñver ster an anv-lec'h, ar yezhoniour Richard Coates a ginnigas e 1998 ur wrizienn rakkeltiek war dachenn an douranvadurezh, *(p)lowonida, "stêr re ledan evit bout treuzet war droad", a rafe dave d'ar stêr Thames pa dreuz kêr ; eus ar wrizienn-se e teufe ar stumm keltiek *Lowonidonjon[6].
Hogen an darn vuiañ eus ar studiadennoù a sav a-du gant un orin keltiek da vat ; labourioù nevesoc'h eget hini R. Coates a ginnig e teufe an anv eus ur wrizienn rakindezeuropek *lendh-, "gouelediñ, lakaat da c'houelediñ" al lostger keltiek *-injo pe *-onjo da verkañ anv ul lec'h, eleze "ul lec'h a vez liñvet a vare da vare gant al lanv" hervez ar yezhoniour izelvroat Peter Schrijver[7],[5].

Enskrivaduroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

JRS (?), XLIV (1954), 108 : ul lizher gant Rufus Callusini da Epillicus, war un daolenn goad dizoloet e 1927 : Londinio

JRS (?), L, (1960) : 108-11 : Londini / Ad fanum Isidis : Londrez ... da dempl Isis[8]

Skridoù eus an istor hag eus an Iliz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tacitus, Annales XIV, 33 : Londinium
  • Meulbrezegenn VIII, 17, 1, goude J.-K. 297-98, eus Trier ? : Oppidum Londiniense
  • Sened Arles, goude J.-K. 314 : Civitate Londiniensi
  • Ammianus Marcellinus, XX, I, 3 : Lundinium; XXVII, 8, 7 : ad Lundinium, vetus oppidum quod Augustam posteritas appellavit = kreñvlec'h kozh hag eo bet anvet (Kêr)-Aogust war-lerc'h; XXVIII, 3, 7 : ab Augusta profectus quam veteres appellavere Lundinum = Augusta hag ar re gozh e anaveze Lundinium
  • Stephanus of Byzantium, o venegiñ Marsian : Lindonium[8]

Ardamezouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

   En argant e groaz en gul, ouzh konk kentañ ur c'hleze ivez en gul e veg ouzh kab.

Delwenn arem Boudika e-kichen pont Westminster. Skeudenn Jean-Claude Even, 1982

Distrujet eo bet Londinium (tan ha lazhadeg veur) e-kerzh emsav Boudika.

Londrez a zo bet distrujet evit un eil gwech war-dro 125-130[9].

Tan-gwall bras Londrez a voe un tan-gwall all a zistrujas tost razh kêr Londrez adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 5 a viz Gwengolo 1666. An tan a oa bet e-kreiz kêr Londrez, dreist-holl e-barzh al lodenn enkelc'hiet gant mogerioù kozh eus mare ar Romaned.

Arkeologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pont an Tour

Kalz mirdioù, palieroù ha levraouegoù zo e Londrez, en o zouez ar British Museum, an National Gallery, ar Mirdi istor naturel, an Tate Modern hag ar British Library[10].

Arvezioù sevenadur Londrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E karterioù poblek Reter Londrez e voe e-pad pell arvezioù ur sevenadur dibar dezhañ e-unan. Eno e voe pergen graet gant un doare luc'haj anvet cockney, disheñvel-mat diouzh ar saoznek skoueriek.

Londrez he deus skoulmet liammoù gant[11] :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ian Andrew's : Boudicca's Revolt. Cambridge University Press. 1972 / 1980
  • Ordnance Survey : Londinium. A descriptive map and guide to Roman London. 1980
  1. ons.gov.uk
  2. 2,0 ha2,1 (en) Mills, A.D. : Dictionary of London place names, Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-280106-7)
  3. (en) UK's oldest hand-written document 'at Roman London dig' , BBC, 01/06/2016
  4. (en) How London Got Its Name, Londonist, 11/02/2022
  5. 5,0 ha5,1 (en) Bynon, Theodora (2015) : London's Name, The Philological Society
  6. (en) Coates, Richard (1998) : A new explanation of the name of London, The Philological Society
  7. Schrijver, Peter : Language Contact and the Origins of the Germanic Languages, Routledgz, 2016 (ISBN 978-1-138-24537-2)
  8. 8,0 8,1 ha8,2 A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  9. Peter Marsden : Roman London. Thames and Hudson Ltd. London. 1980
  10. West End Must Innovate to Renovate, Says Report - - News - Whatsonstage.com e web.archive.org.
  11. (en)City Partnerships, Greater London Authority.
  12. (en)Beijing, London establish sister city ties, Gouarnamant Sina.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Londrez
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?