For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Dispac'h mirour.

Dispac'h mirour

An Dispac'h mirour (« Konservative Revolution ») a oa un emsav broadelour ha mirour alaman a-bouez goude ar Brezel bed kentañ. Pennaenn bennañ an emsav-se a oa diazezañ ur viridigezh hag ur vroadelezh alaman, pe dreist-holl prusian, nevez. Evel meur a emsav mirour all er memes mare e klaskas ivez e izili lakaat un termen da gresk ar gomunouriezh, dre ginnig ur viridigezh sokialour.

Mennozhioù izili an dispac'h mirour a oa hengounel hag enep ar zanvezelouriezh, ar berzhded a gonte muioc'h evito evit ar c'hementad. O mennozhioù a oa diazezet ivez war ar Volksgemeinschaft ("kumuniezh ar bobl") ha ket war stourm ar renkadoù pe an oklokratiezh (a dalvez ez eo ar bobl a ren). Ar skrivagnerien ezel eus an dispac'h mirour a savas a bep seurt testennoù broadelour ha radikal : deizlevrioù brezel, skridoù faltazi diwar-benn ar brezel, pennadoù kelaouiñ, manifestoioù hag arnodadennoù preder peogwir e felle dezho degas kemmoù er vuhez politikel ha sevenadurel en Alamagn. Bras e voe levezon an emsav-se war ar studierien ha war ar renkadoù etre.

An Dispoac'h a c'hall bout taollenet gant tri elfenn:

  • nac'hadenn tavoudigezhioù hengounel an impalaeriezh alaman (1871–1918) hag ar gevatalded difennet gant ar gristeniezh, ha nac'hadenn adsavidigezh an impalaer Gwilherm II.
  • nac'hadenn Riegezh Republik Weimar hag he zalvoudigezhioù marc'hadelour gant sistem ar parlamant, hag an demokratelezh dre-vras, peogwir e trehont ar gumuniezh vroadel (Volksgemeinschaft) talvoudigezhioù ar gleiz hag an dehou.
  • nac'hadenn ar sokialouriezh gant ur sell a glasoù, erlec'hiet gant un adwel sokial enebvarksour displeget gant Oswald Spengler en e levr "sokialouriezh ar gwad", awenet eus ar c'hengred a veze gwelet etre ar soldated e-pad ar brezel bed kentañ.

Ma oa eus an dro-lavar Dispac'h mirour a-raok ar Brezel bed kentañ ez eo gant ar skrivagner Hugo von Hofmannsthal hag an damkanour war ar politikerezh Edgar Julius Jung e teuas da vezañ a-bouez da vare Republik Weimar. Jung a voe awenet gant ar faskouriezh hag e vroudas ur stumm faskour eus an Dispac'h mirour etre ar bloavezhioù 1920 ha 1930 : hervezañ e oa ar vroad evel un hennad bev; mont a reas ivez a-enep d'an hiniennegezh hag er c'hontrol e savas a-du gant ar brezel hag ar soudarderezh; ha broudañ a reas ivez "engalvadeg hollek" an dud hag ar greanterezh. Nerzh produiñ an arnevezded a vroudas ivez, evel ma voe brudet gant izili an dazontouriezh en Italia. Enepyuzev e oa Schmitt, met embann a reas ne oa ket plijet gant mennozioù Hitler dre ma kave anezhañ displed[1].

Lodenn vrasañ izili an Dispac'h mirour a voe ganet e dibenn an XIXvet kantved, ha stummet e voent gant ar pezh a vevjont e-pad ar Brezel bed kentañ. Ar brezel koulz hag an dispac'h en Alamagn a voe gwelet ganto evel un troc'h gant an amzer dremenet, ha lod brasañ anezho a voe didouellet goude ar brezel ha soñjal a rae dezho e oa bet ur brezel dister abalamour d'ar pezh o doa bevet er fozioù-difenn, ma oa didalvez buhez an neb a glaske chom bev. An Dolchstoßlegende ("mojenn an taolioù kontell dre a-dreñv") a voe an displegadenn nemeti a voe roet dezho goude ar brezel. Er Kriegserlebnis (skiant-prenet ar brezel) o doa bevet e klaskjont sevel en-dro ar Frontgemeinschaft (kumuniezh an talbenn) hag a oa bet a-bouez pa oant war an talbenn. En em santout a raent evel margodennoù a rank dañsal evit dudi diaoulek drouksperedoù. Ul lodenn anezho a oa dedennet gant an netraelouriezh. En o skridoù Froschperspektive e klaskjont reiñ ur ster d'ar pezh o doa bevet.

Goude 1933 e voe heskinet ul lodenn eus izili an Dispac'h mirour gant an Nazied, ha dreist-holl gant SS Heinrich Himmler, peogwir e felle dezhañ stourm a-enep ar gilstourmerien o dije gellet mont a-enep da renad Hitler. Ma oa laouen ul lodenn anezho dre ma oa bet diskaret an demokratelezh, ne savent ket a-du gant tuioù dispac'hel, gouennelour, ha sokialour ar strollad nazi. Re all a yeas diwar-wel, ha re all c'hoazh a zeuas da vezañ izili NSDAP. Re all a chomas er Reichswehr ha goude-se er Wehrmacht, hag ul lodenn anezho a gemeras perzh en irienn an 20 a viz Gouere 1944.

Levrelennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Martin Travers, Critics of Modernity: The Literature of the Conservative Revolution in Germany, 1890-1933, 2001, Peter Lang Publishing, 0-82044-927-X
  • Jeffrey Herf, Reactionary Modernism: Technology, Culture, and Politics in Weimar and the Third Reich, 2002, Cambridge University Press, 0-52133-833-6
  • Fritz Stern, The Politics of Cultural Despair: A Study in the Rise of the Germanic Ideology, New Ed edition, 1974, University of California Press, 0-52002-626-8
  • Roger Woods, The Conservative Revolution in the Weimar Republic, 1996, St. Martin’s Press, 0-33365-014-X
  • The Conservative Revolution in the Weimar Republic, p 29.
  1. Griffen, Roger (ed). 1995. "The Legal Basis of the Total State" - by Carl Schmitt. Fascism. New York: Oxford University Press. p. 108-109.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Dispac'h mirour
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?