For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Ti.

Ti

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ti bleuniek e Kraozon (Breizh)

Un ti (tiez el liester, tier ivez en ul lodenn eus Treger ha Kerne, hag e Bro-Gwened) a reer eus ur savadur graet evit bezañ annezet gant tud. Dre vras e vez graet an tier e danvezioù fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm.

Ul loch a reer eus un annez savet gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn).

Un ti a vez dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz d'ur familh pe d'un nebeud familhoù. Pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. Pa vez bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.

En ur ster ledanaet eo ivez an ti kement savadur bras pe vihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ ne vez ket a lojeiz e-barzh.

Lodennoù an tiez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goloet e vez an tier gant un doenn a c'hall bezañ e sklent, e teol pe c'hoazh e soul. Mogerioù zo tro-dro dezhañ. Estajoù a c'hall bezañ ivez : rez-an-douar (ha rez-al-liorzh a-wechoù), estaj kentañ, eil estaj, trede estaj, hag all. Ar salioù a gaver alies en un ti eo ar gegin, ar saloñs, ar gambr, ar sal-dour. Un nor ha prenestroù zo ivez.

Istor savouriezh an tiez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lunell un ti en neolitik en Europa

Er ragistor ne oant nemet foukennoù graet gant koad ha fank, e brik a-wechoù. En Henamzer e oa ar villa romana]] ti un domani er maezioù evit an uhelidi. Er Grennamzer e oa tier ar c'hêrioù e koad dreist-holl, e mein en XIIvet kantved hag en XIIIvet kantved, hag e bannoù-koad er [[XIVvet kantved)) hag er XVvet kantved.

Er marevezh modern e voe implijet ar brik dreist-holl en Europa an Norzh. En XVIIIvet kantved e voe savet tiez kaer evit ar vourc'hizelezh nevez. Er marevezh a-vremañ e oa tier klet e karterioù ar vourc'hizien, tier bihanoc'h evit ar varc'hadourien hag an artizaned, tier marc'had-mat evit ar re all, da skouer er c'heodedoù micherour. En XXvet kantved e teuas an tier da vezañ kletoc'h evit muioc'h a dud. En XXIvet kantved e klasker, er broioù pinvidik da nebeutañ, kaout tier padus evit abegoù ekologel.

Gerioù savet diwar ti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gerioù deveret
  • tiad, ha tiadur diwarnañ (nebeut implijet)
  • tieg, ha tiekaat, tiekaer diwarnañ
  • tiegezh, ha tiegezhel, tiegezhiad, tiegezhour diwarnañ
  • tisavour, ha tisavouriezh
Gerioù gant ger-resisaat + ti
Leti Kämp Helsinki, e Finland.

Gerioù gant ti + resisaat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un ti-gward e Grevelingen e Flandrez Frañs.
  • ti-annez
  • ti-arnodiñ
  • ti-azeul, pe azeuldi
  • ti-bank
  • ti-barn
  • tibidiñ
  • ti-brout
  • ti-bugale
  • ti-butun
  • ti-c'hoari
  • ti-dastum
  • ti-debriñ
  • ti-diskenn, un anv all d'un ti-hent-houarn
  • ti-embann
  • ti-emzivaded
  • ti-evañ
  • ti-feurm
  • ti-glas
  • ti-gward
  • ti-gwer
  • ti-hent-houarn, a zo ivez porzh-houarn
  • ti-kastiz
  • ti-kêr
  • ti-koad
  • ti-korn, un ti en ur c'horn (korn-tro a-wechoù)
  • ti-laezh
  • ti-moullañ pe ti-moullerezh
  • ti-pediñ
  • ti-plouz
  • ti-polis
  • ti-post
  • ti-poupigoù
  • ti-prenn
  • ti-pri
  • ti-ruz
  • ti-skol
  • ti-soul
  • ti-yec'hed
Troiennoù all

Ur rederez an tier zo hervez Jules Gros (TBP 2, p. 437) ur plac'h a ya da embann ar c'heloù da di an dud, un teod fall eus ar re washañ.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Ti er
wikeriadur, ar geriadur frank.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Ti
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?