For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for William Pitt ar Yaouañ.

William Pitt ar Yaouañ

Poltred William Pitt ar Yaouañ, livet gant John Hoppner.

William Pitt ar Yaouañ pe William Pitt Yaouank, pe William Pitt the Younger e saozneg, (28 a viz Mae 175923 a viz Genver 1806) a oa ur politikour e Breizh-Veur e dibenn an XVIIIvet hag e deroù an XIXvet kantved. Yaouankañ Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet e voe : pa’z as en e garg e 1783 ne oa nemet 24 bloaz. Kuitaat a reas e bost e 1801, met galvet e voe en-dro e 1804 ha chom a reas e penn ar gouarnamant betek e varv e 1806. Kañseller an Deñzorlez e voe ivez war un dro. Graet e vez William Pitt ar Yaouañ anezhañ dre ma oa heñvel e anv ouzh hini e dad, William Pitt an Henañ, hag a oa bet Kentañ Ministr araozañ.

E-pad respet William Pitt ar Yaouañ evel Kentañ Ministr, dindan ren ar roue George III, e c’hoarvezas traoù a bouez en Europa evel an Dispac'h Gall ha Brezelioù Napoleon. Anavezet eo William Pit evel an hini a renas Breizh-Veur er brezelioù a-enep Bro-C’hall. Met ur merour e oa da gentañ penn. Klask a rae an efedusted a-raok pep tra ha war e lerc’h e teuas ur rummad nevez a verourien varrek. Kreskiñ a reas an tailhoù evit dastum arc’hant d’ober brezel ouzh Bro-C’hall. Evit enebiñ ouzh ar riskl a oa da welet Iwerzhoniz o sevel a-du gant Bro-C’hall hag evit kas an unaniezh etre Breizh-Veur hag Iwerzhon war-raok, e voe savet gantañ Aktaoù Unaniñ 1800. Ul lañs nevez a roas d’an Tory Party hag a chomas er galloud e-pad meur a zekvloaz goude-se.

Daoust ma ne oa ket an den pouezusañ er vro, rak ar roue a oa ur galloud bras gantañ en amzer-se, e seller ouz William Pitt evel ur c’hentañ ministr meur. Kadarnaet e voe gantañ kefridi ar c’hentañ ministr evel an hini a ren labour an holl vinistrerezhioù. Gantañ e voe adlakaet ar vro en he flom goude Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, pa oa erru en ur stad fall a-walc’h. Lakaat a reas war-sav ur reizhiad tailhoù efedus.

Delwenn William Pitt ar Yaouañ e Dinedin

Traoù zo avat ha ne zeuas ket a-benn da ober, evel lakaat fin da genwerzh ar sklaved, daoust ma voe votet ar « Slave Trade Act » d’ar 25 a viz Meurzh 1807, hag a lakaas un tamm harz d’ar sklaverezh. Gant an istorourien hag ar bolitikourien e vez sellet outañ memes tra evel unan eus ar re varrekañ e-touez Kentañ Ministred Breizh-Veur[1].

Ne oa ket gwall gozh pa varvas ; taget e oa gant an urloù, ha gwashaet e voe an traoù dre ma oa troet gant ar porto, aliet dezhañ gant ar vedisined ! Mervel a reas gant ur gouli er stomog pe er bouzelloù ha beziet e voe en Abati Westminster.

  1. Charles Petrie, "The Bicentenary of the Younger Pitt", Quarterly Review, 1959, Vol. 297 Issue 621, pp 254–265

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
William Pitt ar Yaouañ
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?