For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Wizigoted.

Wizigoted

Ergerzhadeg ar Wizigoted.

Ur bobl c'herman e oa ar Wizigoted, pe Vizigoted. En Eil kantved e voe rannet ar C'hoted, ur bobl a oa er reter d'ar stêr Danav, e div lodenn : re ar c'hornôg, ar Wizigoted, en em stalias e Dakia, ha re ar reter, an Ostrogoted, en em ziazezas en hanternoz d'ar Mor Du.

Ur roll a bouez bras o deus c'hoariet ar Wizigoted en istor Europa, goude diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg (476). E-touez ar C'hermaned ez int ar bobl he deus bet ar muiañ a sked.

Tra ma oant o chom e Dakia e teujont tamm-ha-tamm da vezañ kristenien oc'h heuliañ kredenn Arius. Diwezhatoc'h, e 589, e tivizas o roue Recaredo, a oa e penn ur rouantelezh e Spagn, dont da vezañ katolik.

Aloubadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar IVe kantved e voe argadet an Impalaeriezh ganto meur a wech. Trec'het e voent gant armeoù an impalaerien Claudius II hag Aurelianus. E 376 e voent aotreet gant an impalaer Valens d'en em staliañ er c'hreisteiz d'ar stêr Danav evit bezañ gwarezet diouzh argadennoù an Huned. En eskemm e rankas ar Wizigoted, renet gant Fritigern, reiñ soudarded d'an armeoù roman.

Ar bloavezh war-lerc’h a voe ur bloavezh kernez. Lezet e voe ar Wizigoted da vervel gant an naon, gant ar Romaned. En em sevel a reas Wizigoted Fritigern a-enep o mistri. Trec’h e voe ar Wizigoted ha lazhet e voe an impalaer Valens en emgann. Pobl c’halloudusañ al lodenn-se eus Europa e oa deuet ar Wizigoted da vezañ ha rankout a reas an Impalaer roman Theodosius I ober ar peoc’h ganto e 379. Goude marv Theodosius, ha dindan ren ar roue Alarig I, e voe brezel adarre etre ar Wizigoted hag an armeoù roman, a oa renet gant jeneraled c’herman alies.

Aloubet e voe Italia gant Wizigoted Alarig ha mont a rejont betek Roma a voe lakaet en arigrap ganto d’ar 24 a viz Eost 410. Daoust ma ne oa ket Roma kêr-benn Impalaeriezh roman ar c’hornôg ken (Ravenna an hini e oa), e voe gwall skoet ar speredoù en Impalaeriezh gant an darvoud-se.

Ar rouantelezh wizigot

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar rouantelezh visigot, Tolosa he c'hêr-benn, war-dro 500.

Dont a reas ar peoc’h en-dro ha skoaz a roas ar Wizigoted d’ar Romaned da stourm ouzh an Alaned hag ar Vandaled e Spagn. Evit o digoll e voent aotreet gant an Impalaer d’en em staliañ war douaroù Akitania. Alese e kreskas ar Rouantelezh wizigot en tu all d’ar Pireneoù ha rankout a reas ar Vandaled kuitaat Spagn da vont da Afrika.

Eurig, unan eus rouaned vras ar Wizigoted, a unanas anezho hag a redias ar Romaned d'anavezout he rouantelezh evel unan dizalc’h diouzh ar Romaned. Da vare e varv e oa ar Rouantelezh wizigot ar stad c’halloudusañ e kornôg Europa. E deroù ar Vvet kantved en em astenne war Akitania, an darn vrasañ eus al Ledenez Iberia (nemet an hanternoz hag ar gwalarn poblet gant Euskariz ha gant Sueved).

E 507, goude emgann Vouillé, e voe aloubet Akitania gant ar Franked. Hag e 554 e voe kemeret Granada hag Andalouzia gant Bizantiniz an Impalaer Justinianus I a oa o klask « adc’hounit ar c’hornôg ».

E 584 e voe staget bro ar Sueved ouzh ar Rouantelezh wizigot hag e 624 e teuas ar Wizigoted a-benn da skarzhañ ar Vizantiniz kuit.

Evel gant ar Franked e Bro-C’hall e chomas dister levezon ar Wizigoted war Spagn koulskoude. En hanternoz al ledenez e oant diazezet dreist-holl. Ma renent war ar gêr-benn Toledo ha war ar c’hêrioù all, e oa kalz niverusoc’h pobloù all al ledenez egeto : jedet o deus an istorourien e tlee bezañ 200 000 a Wizigoted (ha Germaned all) pa oa etre 3 ha 4 milion a dud o chom el ledenez iberek.

Dont a reas ar Rouantelezh wizigot da benn e 711 pa varvas ar roue Roderico (Rodrigo), lazhet e-pad aloubadeg Spagn gant ar Vuzulmaned. Un darn vras eus Spagn en em gavas, goude-se, dindan dalc’h ar Vuzulmaned.

Un noblañs wizigot, Pelayo, a gavas repu e menezioù an hanternoz goude drouziwezh 711. Gantañ e vije bet savet rouantelezh Asturiez ha kroget, war-lerc’h, ar Reconquista, da lavarout eo ar stourm da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit eus Spagn. Lod all eus ar Wizigoted a dec’has en tu all d’ar Pireneoù hag a gavas repu e rouantelezh ar Franked. Met echu e oa gant ar Rouantelezh wizigot.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Labouysse, Georges, Les Wisigoths : première puissance organisée dans l'Empire éclaté de l'Occident romain. Loubatières, 2005.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Wizigoted
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?