For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Skol-veur Aberystwyth.

Skol-veur Aberystwyth

Kentañ skol-veur a zo bet a-viskoazh e Kembre eo Skol-Veur Aberystwyth, e kontelezh Ceredigion. E 1872 e tigoras ar skol-veur-se, e savadur ar « Castle House », ur leti dirak ar mor. Thomas Charles Edwards e oa ar rener kentañ, hag e krogas 26 studier da studiañ eno. Hiziv an deiz e vez ouzhpenn 7 000 a studierion bep bloaz, en o zouesk tost da 2 000 anezhe a Gembre, hag ouzhpenn 1 100 anezhe ivez oc’h ober un doktorelezh. Bez ez eus triwec’h departamant akademikel hag a gelenn danvezioù liesseurt. An departamant kembraeg hag an departamant etrebroadel eo an daou zepartamant brudetañ ag ar skol-veur.

Dor degemer Skol-veur Aberystwyth

Castle House e oa ar savadur kentañ bet war tachenn ar skol-veur. Savet eo bet diwar c’houlenn Sir Uvedale Price evit e wreg tro-dro 1795, gwerzhet meur a-wezh da c’houde hag astennet en un doujañ ouzh an doare orin betek ar bloavezhioù 1860. Abalamour da ziorren an treñ o tont a vMachynlleth e oa prest Aberystwyth da vezañ ur lec’h vakañsiñ. Prenet e oa bet Castle House evit dont da vezañ ul leti diouzh ar c'hiz, pompadus e 1864 gant an hini karget a ziorren an hent houarn. Siwazh dezhañ, goude bezañ dispignet 80 000 lur saoz e oa deuet da vezañ re vresk e gerzh. Ne oa skol-veur ebet e Kembre d’ar c’houlz-se. Hugh Owen a hente ar strivoù da sevel ur skol-veur e Kembre. Gant skoazell entanet ar chapelioù Protestant dizalc’h, e oa bet dastumet arc’hant diwar chakodoù tud maezioù Kembre, gant mengleuzierion hanternoz Kembre da gentañ. 5 000 lur saoz oa bet dastumet a-raok kreiz ar bloavezh 1865. Implijout a reas poellgor Hugh Owen an dro da brenañ savadur ar “Castle House” dre baeañ 10 000 lur saoz evitañ e miz Meurzh 1867. Goude bezañ dastumet muioc’h a arc’hant e teuas a-benn an emsavidi da zigeriñ “y Coleg Ger y Lli” (ar c’hampus dirak ar mor) e 1872. Istor ar c’hampus-se zo leun a draoùigoù laouen pe gris, evel an tan-gwall e 1885 a lazhas tud. Diorren a reas skol-veur kentañ Kembre e meur a gampus, hini Llanbadarn Fawr, hag hini Penglais e lec’h ma vez lod vrasañ ag ar c’hentelioù hag sez ar skol-veur ivez. Deuet eo “y Coleg Ger y Lli” ur lec’h goullo an darn vuiañ ag an amzer e lec’h ma vez roet dreist holl kentelioù nann-akademiek, evit an dud deuet, goude m’eo bet kuitaet ar lec’h gant an departamant kembraek e dibenn 2013.

Skol-veur Aberystwyth taolennet e-tro 1870

Plas ar c’hembraeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma vez buhez ar skol-veur e saozneg peurvuiañ, ur lod vad ag ar c’hentelioù a vez kinniget e kembraeg. Gallout a ra an holl daremprediñ e kembraeg gant ar melestradur (pe goulenn unan a vefe gouest da gomz). Betek 2014, bez e oa ar savadur Pantycelyn, ur lec’h kembraeg penn-da-benn e-lec’h ma oa abadennoù, ti-debriñ, kambreier e-lec’h ne veze klevet yezh ar vro nemetken. Ar fed m’eo bet serret hep bezañ kinniget un dra bar en e-lec’h a ziskouez pegen diseblant ouzh dazont ar yezh e c’hell bezañ pennoù-bras Kembre, siwazh. Bep bloaz e vez teir pe beder sonadeg veur (hag a-vremañ) e yezh ar vro aozet gant an UMCA e-barzh savadurioù ar skol veur, hag e chom yac’h a-walc’h stad ar yezh e-touez ar studerion dre m’eo Aberystwyth ker-greiz ar vro gembraek.

Yezhoù keltiek all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skol-Veur-Aberystwyth eo ar skol-veur nemeti e lec’h ma vez kinniget teir yezh keltiek. Neuze, abalamour d’an dra-se ha d’ar liammoù ERASMUS e c’heller daremprediñ gant tud gouest da gaozeal brezhoneg ha gant tud gouest d’ober gant un doare Iwerzhoneg.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Skol-veur Aberystwyth
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?