For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Saint-Domingue.

Saint-Domingue

Saint-Domingue a lare ar C'hallaoued eus Hispaniola peurvuiañ.
Ti un trevadenner e Saint-Domingue.

Saint-Domingue a oa un drevadenn c'hall e kornôg Enez Hispaniola, krouet e 1627 hag a badas betek miz Genver 1804: diwar-se e voe savet ur republik dizalc'h anvet Republik Haiti, goude ur brezel etre soudarded Napoleone Buonaparte hag ar vorianed emsavet kaset gant Toussaint Louverture.

Dont a ra an anv Saint-Domingue eus gallekadur an anv spagnolek Santo Domingo (ma vije bet troet ervat e vije bet Saint-Dominique).

Betek deroù ar bloavezhioù 1680 ne oa eus Saint-Domingue nemet ul lec'h-repu d'ar vorlaeron (pe flibisterien) deuet war-dro 1660 eus Enez La Tortue, tostik d'an aod anezhi, er biz, pe eus an Île-à-Vache, tost d'an aod gwalarn. Di e teue boukanerien, abaoe pell, da chaseal ejened gouez.

Etre 1678 ha 1700 e klaskas ar c'houarnerien c'hall dizarmañ ar "flibisterien" ha diorren un armerzh plantadegoù.

Adalek 1720 e oa deuet Saint-Domingue da vezañ kentañ gounezer sukr-kann. E-kreiz an XVIIIvet kantved e veze ezporzhiet ganti kement a sukr ha gant an holl inizi saoz. Di e veze kaset ouzhpenn-se, darn vrasañ eus sklaved ar morianeta gant ar c'henwerzh tric'hornek. A-raok an Dispac'h gall e talveze gwerzh ar madoù graet gant an dorn da Saint-Domingue kement hag un drederenn eus an eporzhiadurioù gall.

Pourvezañ kig er XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Entre 1600 ha 1630 e tiazezas an troiadoù preizhañ hag a veze graet adalek Europa betek neuze, er Mor Karib, en takadoù dilezet gant ar Spagnoled, evel an Île-à-Vache, La Tortue, pe aod gwalarn Saint-Domingue. Dilezet e oa bet bagadoù loened gant an alouberien spagnol: kezeg, saout, chas, hag ar re-se a veve en o frankiz ha preizhoù aes e oant d'ar voukanerien.

Da gentañ e teuas ar voukanerien da chom war-dro ar c'hab Monte-Christo, en hanternoz, a zo bremañ war an harzoù entre Haiti hag ar Republik Dominikan. Goude e Port-de-Paix ha Petit-Goâve hag en enezennig Port-Margot.

Deroù an trevadennerezh gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn gant Nicolas de Fer (1646-1720).
Kartenn saoz eus Indez ar C'hornôg.

Goude ma oa bet dizoloet en 1492 gant Kristof Koulm e voe trevadennet an enez gant ar Spagnoled. Aour an hini a glaskent. War-dro 1530 e teuas ar metal melen da vout ral, ha dilezet e voe kornôg an enez gant ar Spagnoled, ma teuas da vezañ ul lec'h-repu d'ar vorlaeron, Gall, Saoz pe Izelvroad koulz hag all.

En desped da strivoù ar roue Felipe III a-enep ar breizherien e chomas ar voukanerien en enez. Tamm-ha-tamm, etre 1627 ha 1654, ne chomas ken nemet Gallaoued, ha lakaat a rejont o c'hrabanoù war enez La Tortue er gwalarn da Hispaniola, ha war an Île-à-Vache er mervent a-raok sevel kêrioù war an douar bras: Petit-Goave en 1654, Port-de-Paix en 1666 ha Cap Français en 1670.

Gant feur-emglev Ryswick en 1697 e voe anavezet mestroni Bro-C'hall, gant Spagn, war trederenn gornôg an enezenn. A-raok donedigezh ar Spagnoled e oa distank a-walc'h an Indianed Arawak.

Boukanerien, flibisterien, preizherien-vor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kardinal Richelieu a erruas e penn ar galloud er Rouantelezh c'hall en 1623 hag a glaskas reiñ da Vro-C'hall un impalaeriezh drevadennel. Jean Cavelet, aotrou Herteley, a oa den a fiziañs e-keñver Richelieu hag unan eus renerien ar gompagnunezh anvet Compagnie de Saint-Christophe, a arc'hantas obererezh flibistiñ Pierre Belain d'Esnambuc war un dro gant Urbain de Roissey, aotrou Chardonville. Testeniekaet eo bezañs Gallaoued eno er mareoù-se gant dihelloù skrivet e La Tortue, a oa ul lec'h a-bouez dre abegoù emzifenn, hogen chom a ra roudoù eus bezañs Gallaoued Saint-Domingue ivez, ha liammoù a oa etre an daou arvor, a oa repu a bep eil hervez an ezhomm.

Bloavezhioù 1629 - 1665

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal Enez Sant-Kristof e krogas ar C'hallaoued da vont d'en em ziazezañ da inizi Martinik ha Gwadloup, hag ivez pelloc'h war-du ar c'hornôg, da Enez La Tortue, hogen en un doare amofisieloc'h, abalamour d'an tost ma oa domani an Impalaeriezh spagnol, a glaske lakaat he c'hrabanoù warni ivez.

  • En 1629 e oa bet kaset kuit Pierre Belain d'Esnambuc ha Pierre Vadrosque eus Enez Sant-Kristof ha mont a rejont da chom da Enez La Tortue a deuio da vout lec'h emgav ar flibisterien saoz, gall hag izelvroat, tra ma veze pourvezet kig dezho gant boukanerien (Breudeur an Aod).
  • En 1630 e voe adkemeret La Tortue gant ar Spagnoled, kaset gant Don Fadrique de Toledo. Kaset e voe ar flibisterien kuit, ha mont a rejont da repuiñ da Enez Hispaniola. Dilezet e voe an enez gant ar Spagnoled, ha roet d'ar Saozon a adanvas anezhi « Isle of Association ».
  • En 1632 e voe anvet Anthony Hilton da c'houarnour an enez.
  • En 1635 e voe kemeret lec'h Anthony Hilton gant Nicholas Riskinner, hag a varvas tostik goude. Ne ra ket berzh implij ar sklaved, a zo en o frankiz. Bec'h a sav etre an drevadennerien saoz hag ar C'hallaoued a zo deuet en-dro.
  • En 1638 e teu en-dro un armead Spagnoled gant Don Íñigo de la Mota, hag arsailhat a reont an trevadennoù morlaeron (Gallaoued hag Izelvroiz mesk-ha-mesk) e La Tortue.
  • En 1639 e tegouezh trevadennerien saoz nevez en Enez La Tortue, deuet eus Barbados, hag en o fenn Robert Flood, evit gounit butun.
  • En 1640 e voe kemeret an titl a c'houarnour gant an hugunod François Levasseur, a lakaas sevel ar c'hreñvlec'h anvet Le fort de La Roche war ur roc'h a-us d'ar porzh e kreisteiz an enez ha kazarnioù ma c'halled reiñ bod da dri c'hant den. Kleuziet e voe sanailhoù da ziwall ar poultr, ha staliet kanolioù. Er bloaz goude e kasas kuit an drevadennerien saoz, met mirout a reas ar vorlaeron saoz hag izelvroat.
  • En 1642 e voe aotreet marc'had ar sklaved gant ar roue gall Loeiz XIII.
  • En 1648 e teuas un arme saoz da glask kemer La Tortue, hogen diarbennet e voe gant soudarded Levasseur.
  • En 1650 e lakaas Levasseur dont kantadoù a c'histi eus Europa, evit lakaat fin d'an darempredoù heñvelrevat (anvet « matelotage ») etre ar vorlaeron ha boukanerien.
  • En 1651 e roas Loeiz XIV un toullad inizi da c'houarn da Urzh Sant Yann Jeruzalem, pe Urzh Malta, hag en o zouez La Tortue. Louis d'Ache, marc'heg Fontenay, zo anvet da c'houarnour.
  • En 1652 e voe lazhet Levasseur, abalamour d'e relijion moarvat, ha rannet e voe e hêrezh etre e zaou letanant, Thibault ha Martin Poincy, hag ar marc'heg Fontenay.
  • En 1654 e rankas Fontenay kodianañ d'ar Spagnol Don Gabriel Rozas de Valle Figueroa, goude difennet an enez gant enor. Kuit ez eas ar vorlaeron da repuiñ da Petit-Goâve en arvor kornôg « douar-bras » Hispaniola ma voe adsavet o Republik flibisterien gant tavarnioù, sanailhoù marc'hadourezh, labourioù aveiñ.
  • En 1656 e voe anvet Jérémie Deschamps du Rausset da letanant ar roue en La Tortue.

Bloavezhioù 1666 - 1670

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù-se e krog an emglev kozh etre ar voraerien c'hall (kalz a brotestanted en o zouez), saoz hag izelvroat, a-enep Spagn gatolik, da frailhañ.

  • En 1666 e weler Jean Bart oc'h en em gannañ war al lestr Sept-Provinces, dindan an amiral Michiel de Ruyter, penn-bras ar morlu izelvroat, a-enep ar Saozon.

Bloavezhioù 1670 - 1684

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ marevezh bras ar sukr en Antilhez gall, darvoud a bouez en istor Martinik ha Gwadloup.

  • En miz Here 1691 e voe kemeret lec'h Pierre-Paul Tarin de Cussy gant ar gouarnour Jean-Baptiste Du Casse, rener Kompagnunezh Senegal. Diorren a reas gounezerezh an indigo.
  • En 1694 e voe aozet gant Jean-Baptiste Du Casse un droiad-preizhata da Jamaika a-enep ar Saozon: degas a reas gantañ indigo ha 3 000 sklav.
  • E miz Gouhere 1695 e sailhas un armead Saozon ha Spagnoled unanet war an drevadenn c'hall gant 24 lestr ha 6 000 soudard: kemeret e voe Port-de-Paix gante, gwastet ar vro. Jean-Baptiste Du Casse a adkemeras Port-de-Paix gant 3 000 den armet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Paul Butel, Histoire des Antilles Françaises XVIIe - XXe siècle, Perrin 2002 (ISBN 2-262-01540-6)
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Saint-Domingue
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?