For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Rouantelezh Lombardia-Veneto.

Rouantelezh Lombardia-Veneto

Rouantelezh Lombardia-Veneto en Impalaeriezh Aostria

Rouantelezh Lombardia-Veneto (italianeg : Regno Lombardo-Veneto ; alamaneg : Lombardo-Venezianisches Königreich) zo ur rouantelezh a oa e diabarzh Impalaeriezh Aostria en XIXvet kantved. Krouet e voe gant ar c'hañseller aostrian Klemens von Metternich goude diskar an Impalaeriezh c'hall hag aprouet e Kendalc'h Vienna d'an 9 a viz Mezheven 1815.

E 1859 e voe diframmet Lombardia (war-bouez proviñs Mantova). Seizh vloaz goude, e 1866, e voe staget Veneto ouzh Rouantelezh Italia.

Timbr aostrian e 1850 en enor da Lombardia-Veneto

Goude an dro-vrezel da Rusia e 1812 e oa gwanaet arme Bro-C'hall. Ha setu Aostria, d'an 20 a viz Eost 1813, da zisklêriañ ar brezel da Vro-C'hall, a oa bet dilezet gant Kengevredad ar Roen, ha da gas un arme, dindan Heinrich Johann de Bellegarde da aloubiñ Italia. Trec'het e voe an Aostrianed avat gant ar besroue Eugène de Beauharnais en emgann ar Mincio d'an 8 viz c'hwevrer 1814.

Met a-hed an daou viz war-lerc'h ne reas nerzh arme Beauharnais nemet fallaat abalamour da veur a dra:

  • d'an emglev, d'an 11 a viz Genver, etre Rouantelezh Naplez Joachim Murat gant Aostria,
  • d'ar berzh a reas an armeoù aostrian ha rus e Bro-C'hall, ma kemerjont Pariz d'an 31 a viz Meurzh, ha ma rankas Napoleone Buonaparte, dilezel e gurunenn impalaer d'ar 6 a viz Ebrel;
  • d'un irienn enepgall e Milano, harpet gant noblañsed ar vro, a lakaas an arigrap war ar Sened d'an 20 a viz Ebrel hag a lazhas ar ministr gallgar Giuseppe Prina.

Ken fall e oa an traoù gant ar besroue ma rankas sinañ d'an 23 a viz Ebrel e kodiane ar rouantelezh e Mantova. Leuskel a reas e armead a 45 000 soudard armet, hag a oa bet trec'h en emgann ar Mincio, dindan urzhioù Heinrich Johann de Bellegarde, hag eñ kuit d'ar 27 da gêr München. D'ar 26 a viz Ebrel e tegouezhas ar c'homiser aostrian Annibal Sommariva e Lombardia en anv ar feld-marichal Bellegarde, ha d'an 28 a viz Ebrel setu 17 000 soudard aostrian o kemer Milano.

D'ar 25 a viz Mae, setu Bellegarde da embann diskar rouantelezh Italia hag e garg a gomiser evit proviñsoù aostrian Italia en anv an impalaer Franz Iañ. D'an 12 a viz Mezheven e kemeras ar garg a c'houarnour goude staget Lombardia ouzh impalaeriezh Aostria en deiz-se end-eeun.

Istor ar rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez raktresoù ar broioù trec'h war Napoleon e tlee Europa dont da vezañ adarre evel ma oa a-raok 1789. Met kement a reuz a oa bet lakaet gant an aloubadeg c'hall ma voe divizet aozañ Kendalc'h Vienna da adkempenn Europa.

Impalaeriezh Aostria a felle dezhi adkemer an douaroù he devoa kollet en Italia, da lavarout eo Trente, Trieste ha Gorizia, hag ivez dugelezh Milano (Milano, Como, Pavia, Lodi, Cremona) ha dugelezh Mantova, ha Republik Venezia, a oa bet kemeret gant Bro-C'hall war-lerc'h feur-emglev Campo-Formio (1797).

Hogen ne voe asantet d'ar stagidigezhioù-se gant ar broioù trec'h e Kendalc'h Vienna nemet war an diviz ma vije dilezet gwirioù an Habsbourged war an Izelvroioù katolik , da lavarout eo Belgia ha Luxembourg a hiriv).

Rouaned Lombardia-Veneto

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Impalaer Ferdinand I
da geñver e gurunadur
An arc'hdug Rainer
en e zilhad bezroue Lombardia-Veneto
  • 1815–1835: Franz Iañ, Impalaer Aostria
  • 1835–1848: Ferdinand Iañ, Impalaer Aostria
  • 1848–1866: Franz Joseph Iañ, Impalaer Aostria.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Rouantelezh Lombardia-Veneto
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?