For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Republik partenopean.

Republik partenopean

Banniel ar Republik Partenopean. Heñvel e oa ouzh an triliv gall, met gant liv melen e-lec'h ar gwenn

Ar Republik partenopean, pe Republik Napolitan (Repubblica Napoletana en italianeg), a voe savet e 1799 gant ar jeneral gall Jean Étienne Championnet, pa oa bet trec'het gantañ arme Rouantelezh Naplez. Bez' ez eo unan eus ar republikoù berrbad a voe savet da-heul an Dispac'h gall evit skignañ an dispac'h dre ar bed : ne chomas en he sav nemet pemp miz, adalek miz Genver betek miz Mezheven 1799.

Orin ar Republik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maria Karolina Aostria, e 1790. C'hoar e oa da Marie-Antoinette Bro-C'hall.

Pa grogas an Dispac'h gall, ne ziskouezas ket Ferdinand IV roue Naplez nag e wreg, ar rouanez Maria Carolina, c'hoar henañ ar rouanez c'hall Marie-Antoinette Bro-C'hall, enebiezh vras ouzh an nevezenti; met war-lerc'h diskar an unpenniezh e Bro-C'hall e savjont kreñv a-enep, hag e 1793 e kemerjont perzh en unvaniezh kentañ a-enep Bro-C'hall. Heskinet e voe didruez ar re a veze diskred warne da vezañ a-du gant ar C'hallaoued. Kement-se ne viras ket ouzh ar soñjezonoù republikan da vont war-raok e-touez noblañsed ar vro.

E 1796 e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall, met e 1798, p'edo Napoleone Buonaparte en Egipt, ha war-lerc'h trec'h Nelson en emgann an Nil, e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da zisklêriañ brezel da Vro-C'hall ur wech ouzhpenn. Nelson e-unan a zegouezhas e Naplez e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70 000 soudard a oa bet dastumet buan-ha-buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral aostrian Karl von Mack: d'an 29 a viz Here e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn gant ar C'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ. Buan e tistroas ar roue da Naplez. En desped d'al lazzaroni (ar bobl vunut) a oa tomm ouzh o roue hag ouzh al lignez roueel hag a oa prest d'e zifenn, e savas war lestr Nelson, ar Vanguard hag ez eas da repuiñ da Balermo gant e lez ha gant ar spont. Kemeret e voe kêr Naplez gant ar priñs Francesco Pignatelli Strongoli ha devet listri ar morlu saoz.

Mesk ha lazh a voe neuze. Gant al lazzaroni e veze muntret tud a greded e oant a-du gant ar republikaned, e-keit ha ma wele an noblañsed edo ar reuz o kreskiñ ha, peogwir e oant bet dilezet gant o roue, e oa gwelloc'h ur republik c'hallgar dezho eget an dizurzh.
E miz Genver 1799 e sinas Pignatelli e emzaskor e Sparanise d'ar jeneral gall Championnet. Pa voe klevet ar c'heloù e Naplez hag war ar maez ec'h en em savas al lazzaroni. Stourm a rejont kalonek ouzh an enebour, evite da vezañ armet fall ha gourdonet fall. Er c'heid-amzer-se e oa republikaned Naplez o tispac'hañ, ha setu krog ar brezel-diabarzh. D'an 20 a viz Genver 1799 e voe kemeret kreñvlec'h Castel Sant'Elmo gant ar republikaned, ha dont a reas an arme c'hall e kêr. Lazhet e oa bet 8 000 den eus Naplez, ha 1 000 e-touez ar C'hallaoued.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Acton, Harold. The Bourbons of Naples (1731–1825) (2009)
  • Davis, John. Naples and Napoleon: Southern Italy and the European Revolutions, 1780–1860 (Oxford University Press, 2006. (ISBN 9780198207559))
  • Gregory, Desmond. Napoleon's Italy (2001)
  • North, Jonathan. Nelson at Naples: Revolution and Retribution in 1799) (2018)
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Republik partenopean
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?