For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Plac'h he ferlezenn.

Plac'h he ferlezenn

Plac'h he ferlezenn
Johannes Vermeer, e-tro 1665
eoullivadur war vezher
44.5 × 39 cm
Mauritshuis
Den Haag
Izelvroioù

Plac'h he ferlezenn (nederlandeg : Het Meisje met de Parel) a zo un daolenn bet savet gant al livour nederlandat Johannes Vermeer e-tro 1665. Unan eus e bennoberennoù eo ivez. Hiziv an deiz e c'haller gwelout an daolenn er mirdi Mauritshuis e Den Haag. A-wechoù e vez graet "Mona Lisa an Norzh" pe c'hoazh "ar Mona Lisa nederlandat" eus an daolenn.

Peurliesañ ne ouezer ket kalz a dra diwar-benn oberennoù Vermeer. An daolenn-mañ a zo sinet "IVMeer" met n'eus deiziad ebet warni. Ne ouezer ket hag urzhiet e voe an daolenn, ha ma vije bet urzhiet, ne ouezer ket gant piv e voe graet.

Goude an enklaskoù diwezhañ diwar-benn Vermeer e vez lavaret ez eo an daolenn un 'tronie' (nederlandeg : penn), da lavaret eo un daolenn diazezet war neuz ar penn livet. Ouzhpenn ur poltred e vefe neuze. Abaoe m'eo bet adaozet e 1994, ez eo deuet da vezañ bravoc'h an daolenn, ha kreñvaet eo bet al livioù, spisoc'h eo ivez sell ar plac'h.[1]

Diwar ali Victor de Stuers, hag a zo bet e-pad bloavezhioù o klask mirout na vefe gwerzhet oberennoù Vermeer en estrenvro, e voe prenet an daolenn gant Arnoldus Andries des Tombe e-pad ur werzh diouzh ar c'hresk e Den Haag e 1881 evit daou c'hilder ha tregont santim. D'ar mare-se e oa en ur stad fall-tre an daolenn. Des Tombe n'en doa hêr ebet, neuze e roas an daolenn – e-touez re all - da skipailh Mauritshuis e 1902.[2]

E 1937 e voe roet da National Gallery of Art (Washington) un daolenn damheñvel hag anvet Plac'h o vousc'hoarzhin gant an dastumer Andrew W. Mellon, d'ar mare-se ne ouijed ket ha-eñ e oa bet savet gant Vermeer. E 1995 ec'h embannas Arthur Wheelock, hag eñ arbennigour war oberenn Vermeer, ne oa ket bet savet gantañ, met gant an arzour ha falser Theodorus van Wijngaarden.[2]

An daolenn e oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar skrivagnerez Tracy Chevalier a skrivas ur romant istorel anvet ivez Plac'h he ferlezenn e 1999[3] Diwar ar romant e voe savet ur film e 2003[4] hag ur pezh-c'hoari e 2008[5].

  1. Wadum, Jørgen Wadum gant sikour L. Struik van der Loeff ha R. Hoppenbrouwers - Vermeer illuminated. Conservation, Restoration and Research. 1994, Den Haag
  2. 2,0 ha2,1 Vrij Nederland (magazin) (26 a viz C'hwevrer 1996), p. 35–69.
  3. Winant, Johanna (2000-01-26), Chicago Tribune: Tempo, pajenn 3 
  4. Ebert, Roger (2003-12-26), "'Girl' painted in subtle shades", Chicago Sun-Times, <http://rogerebert.suntimes.com/apps/pbcs.dll/article?AID=/20031226/REVIEWS/312260301/1023> 
  5. Billington, Michael, The Guardian, <http://www.guardian.co.uk/stage/2008/sep/30/theatre2> 


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Plac'h he ferlezenn
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?