For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for
Ousama ben Laden.
Ousama ben Laden
Ousama ben Laden e-tro 1997.
Ousama ben Mohamed ben Awad ben Laden (arabeg: أسامة بن محمد بن عوض بن لادن, Usāmah bin Muḥammad bin ‘Awaḍ bin Lādin), ganet d'an 10 a viz Meurzh1957 e Riyadh (Arabia Saoudat ha marvet d'an 2 a viz Mae2011) a oa un stourmer islamour, genidik eus ur familh saoudat brudet. Lazhet e oa gant soudarded amerikan d'an 2 a viz Mae2011 e Abbottabad e norzh Pakistan, goude bloavezhioù a strivoù evit tapout anezhañ. Edo Ben Laden e-touez an dek torfedour ar muiañ klasket gant an FBI abaoe 1998.
Ur stourmer islamour
Ousama ben Laden e oa krouer ha pennrener an aozadur anvet al-Qaeda, gwall vrudet abalamour da walldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet, ha da veur a walldaol bras a-enep keodediz eus broioù ar c'hornôg (bombezadeg e 1998 war kannatioù ar Stadoù-Unanet da skouer). Abaoe 2001 e oa Ousama ben Laden hag e aozadur gwennoù pennañ e-kerzh Brezel a-enep ar Sponterezh renet gant ar Stadoù-Unanet. E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez edo Ben Laden ha renerien all Al-Qaeda kuzhet e-kichen harzoù Afghanistan ha rannvroioù renet ez-kevredadel Pakistan.
Poltred un atersadenn gant Hamid Mir eus Ousama ben Laden hag Ayman al-Zawahiri e 2001 en Afghanistan.
Daoust da vezañ gwelet evel un haroz gant lod, ne oa ket gwelet mat gant tout ar vuzulmaned, na gant tout an islamourien zoken.
This browser is not supported by Wikiwand :( Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience. Please download and use one of the following browsers:
Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.
X
Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?
Oh no, there's been an error
Please help us solve this error by emailing us at support@wikiwand.com
Let us know what you've done that caused this error, what browser you're using, and whether you have any special extensions/add-ons installed.
Thank you!