For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Marguerite Duras.

Marguerite Duras

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Marguerite Duras (Marguerite Donnadieu dre hec'h anv gwir) a oa bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1914 e Gia Dinh en Indochine (bannlev-norzh Saigon). Mervel a reas d'an 3 a viz Meurzh 1996.

Kelenner war ar matematik e oa he zad ha skolaerez e oa he mamm. Daou vreur koshoc'h egeti zo dezhi. Mervel a reas he zad, Emile Donnadieu, e 1918 e Frañs. Deuet e oa he familh da Frañs en-dro e 1921.

E 1923 e tistroas Itron Donnadieu, mamm Marguerite, gant he bugale da Vinh Long e delta ar Mekong er Vietnam. Prenet he doa douaroù rukagnajoù eno. Edo Marguerite o chom e Pastur Lyauteu ha studiañ a rae e lise Chasseloup-Laubat. Tapet he doa he bachelouriezh e Saïgon e 1932 ha e tistroas da Bariz. Studiañ a reas ar matematik, ar Gwir hag ar politikouriezh e skol-veur Pariz.

E 1936 e oa tapet he aotreegezh war ar Gwir ganti hag en em gave gant Robert Antelme.

Etre 1937 ha 1945 e labouras e Ministrerezh an Trevadennoù.

E miz Gwengolo 1939 e oa dimezet Marguerite Donnadieu gant Robert Antelme.

E 1942, o bugel kentañ a oa ganet marv.

E-keit-se en em gavas Marguerite Donnadieu gant Dionys Mascolo.

E 1943 e oa embannet he romant kentañ Les Impudents gant Embannadurioù Plon. Hemañ a zo skrivet dindan anv-pluenn Marguerite Duras. Duras a oa anv ar gêr familh a-berzh he zad e Lot et Garonne.

E 1943 c’hoazh o doa Marguerite ha Robert graet o annez e 5 Straed Sant-Benead e Pariz 6vet e karter Saint Germain des Prés. O chomlec’h a vo brudet er bed-holl.

Robert ha Dionys a zeuas da vezañ mignon an eil gant egile.

An tri den a oa ezel eus ar Rezistañs gant François Mitterrand anvet Morland.

Mignoned Marguerite a oa Jean Genêt, Michaux, Bataille, Merleau-Ponty, Leibowitz, Edgar Morin d’an ampoent.

Gant Robert Antelme ha Dionys Mascolo he doa lakaet he anv e Strollad Broadel ar Brizonidi Brezel. E 1944 e oa bet embannet la vie tranquille, hec’h eil romant, gant Embannadurioù Gallimard. Er bloaz-se e oa lakaet he anv ganti er Strollad Komunour Gall. E 1944 ivez, e oa harzet Robert Antelme ha deportet da Buchenwald ha goude da Dachau.

E 1945 e oa dieubet Robert Antelme en ur stuz fall a-drugarez da François Mitterrand. Ar mare-se a voe deskrivet e La Douleur diwezhatoc’h.

E 1947 e oa dispartiet ar c’houblad.

L’espèce humaine a oa bet skrivet gant Robert Antelme e 1947 hag a oa bet embannet e Embannadurioù Les Editions de la Cité Universelle krouet gant Marguerite ha Robert. Nebeud amzer goude e oa ganet Jean Mascolo anvet Outa.

E 1950 e oa skarzhet kuit Marguerite eus ar SKG. E 1950 e oa embannet Un barrage contre le Pacifique, istor he yaouankiz.

E 1957 e oa bet torr-dimeziñ etre Marguerite ha Dionys.

E 1984 e voe roet ar priz Goncourt dezhi evit L'Amant.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Marguerite Duras
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?