For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Loa.

Loa

Ur pennad Loa (disheñvelout) zo ivez.
Loaioù eus ar Grennamzer e Kastell Chillon, e Suis.
Loaioù e pri-gwenn, eus Sina.
Loaioù da servij huelenn

Ul loa zo ur benveg a dalv da zebriñ pe da evañ, pe da servij, boued tanav ha dourek.

Er penn anezhi emañ ar seurt lestr bihan ma lakaer ur banne, er penn all emañ an troad, hir pe hiroc'h, da zerc'hel en dorn.


Ur ger kozh eo, deuet eus an henvrezhoneg (a-raok ar bloavezh 1000), ha kar d'ar ger kembraek llwy. E galleg ne deu ar ger cuiller nemet adalek an XIIvet kantved.


A bep seurt loaioù zo, hervez ar pezh a reer gante. Dre vras ez eus re vras ha re vihan.

  • loaioù bihan
    • al loa d'evañ kafe
    • al loa da zibriñ gwastilli
    • al loa da gemer holen, a zo ur seurt loa-bod bihan, met re a bep seurt ment zo
    • al loa da zebriñ kaviar, e koad-roz pe e korn, rak arabat dinaturiñ ar blaz gant metal
    • al loa da servij an hualenn, plaen ha toull-didoull, ma vez lakaet un tamm sukr warni
  • al loa da doullañ, a servij d'ober boulloù bihan gant patatez ha sukrin,
  • al loa hir, da lakaat er gwer hir, pa vez ezhomm da veskañ un evaj,
  • loaioù bras
  • al loa da zebriñ soubenn
  • al loa da servij skorn, tev ha don
  • al loa-bod, brasoc'h c'hoazh, a vez laret eus ar gloge, met meur a loa-bod zo
    • al loa gaotigell, evit kemer kaotigell eus podadoù bras, gant un draen ouzh an troad hir
    • al loa-sukrañ, un toull enni evit lezel ar sukr da dremen


Er ragistor e veze implijet kregen evel loaioù.

Eus oadvezh ar maen hon eus loaioù graet en eskern hag en koad.

En Hellaz kozh e veze debret vioù gant loaioù.

E Roma gozh e oa anavezet al loa vras hag al loa vihan. E latin e veze lavaret cochlearium, ger deuet eus cochlea, "maligorn", met n'ouzer ket ha kregen maligorned implijet evel loaioù e oant pe loaioù da zebriñ maligorned.

E Breizh war ar maez e veze lakaet al loaioù, en koad, en ur pezh arrebeuri anvet marc'h-al-loaioù.

  • Lipat/lonkañ e loa : mervel, mont da Anaon
  • Na c'houzout eus pe goad ober loaioù : na c'houzout petra ober ken,
  • Sevel e loaioù da unan bennak : reiñ ur gentel da unan bennak.

Un droienn zo: Evit debriñ/koaniañ gant an diaoul eo ret kemer/kaout ul loa hir. He c'havout a reer el lennegezh saoznek:

  • dindan pluenn Chaucer, e Canterbury Tales
    • e The Squire’s Tale : “Therfore bihooeth hire ful loong spoon/That shall ete with a feend.”'
  • dindan pluenn Shakespeare, e The comedy of Errors:
    • Marry, he must have a long spoon that must eat with the devil.

E Kembre e veze kinniget ul llwy cariad (loa karantez), d'ar plac'h karet .

Adalek ar XVIIvet kantved eo e vo lakaet loaioù war an daol d'an dud da zebriñ, rak a-raok ne servije nemet da veskañ ha servij ar boued dourek.

E Sina e vez graet loaioù gant pri-gwenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Loa
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?