For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kuzuliadeg Berlin.

Kuzuliadeg Berlin

Ur sell war an Afrikakonferenz.

Emvod Berlin Kongo 1884 pe Emvod Berlin 1884–85 (Kongokonferenz pe Westafrika-Konferenz en alamaneg) a oa bet un emvod meur etre galloudoù trevadennel ha kenwerzhel Europa en Afrika da vare an Nevez Trevadennerezh. Dalc'het e oa bet e Berlin dre ma oa Alamagn o tont war wel evel un nerzh trevadennel nevez. Savet e oa bet an emvod dre atiz ar C'hañseller alaman kentañ Otto von Bismarck. Disoc'h an emvod a voe ur skrid-emglev anvet Akta meur Emvod Berlin (General Act of the Berlin Conference). Dre an emglev-se e oa bet rannet ar c'hevandir etre an nerzhioù trevadennel ha roet tiriadoù levezon evit pep galloud. Goude an emvod e voe ur mare nerzhus evit trevadennerezh ar c'hevandir gant ar broioù europat. Roet e oa bet lamm d'an amzer a zishualded afrikan gant gouarnamantoù emren pe dindan levezon an Europeiz.

C'hoantoù Europeiz war Afrika, e 1913. An doare m'eo didroc'het ar c'hevandir hiziv-an-deiz a zo hêrezh ar mare-se evit an darn vrasañ.
  • ██ Belgia
  • ██ Alamagn
  • ██ Spagn
  • ██ Bro-C'hall

  • ██ Rouantelezh-Unanet
  • ██ Italia
  • ██ Portugal
  • ██ Dieub
  • A-raok an emvod, an diplomatiezh europat a wele annezidi Afrika evel re ar Bed Nevez. Liammoù kenwerzhel a oa gant pennoù ar meuriadoù. E-kreiz an XIXvet kantved, Europiz a wele Afrika evel un douar kevezerezh etrezo a-fed kenwerzh, trevadenniñ hag ergerzherezh. Darn eus al liammoù etre Europa hag Afrika a oa bet savet en arvor gant kontoueroù. Ar peurrest eus ar c'hevandir ne zedenne ket an drevadennerien. E 1876, Roue Belgiz Leopold II, hag en devoa savet a-raok ar Gevredigezh etrevroadel Afrikan (Association internationale africaine) e 1876, en devoa kefridiet Henry Morton Stanley da reiñ harp d'e obererezh evit "sevenaat" ar c'hevandir. E 1878, e oa savet Kevredigezh etrevroadel Kongo (Association internationale du Congo) amañ e oa ur pal ekonomikel kalz anatoc'h, ul liamm eeun a oa gant embregerezhioù bras Belgia. Leopold en devoa desachet dre guzh posterien arc'hant estren er gevredigezh hag a oa ent ofisiel unan 'desevel' tud ar vro. En gwirionez e oa ur c'hoant trevadennel anat a-dreñv ha n'eo ket mui unan eskemmoù kenwerzhel evel peurest Europa. Ar gevredigezh Afrikan a servije da guzhañ an taol dre livañ ur skeudenn kevredigezh a-vat evit tud Kongo.

    Etre 1878 ha 1885, Stanley a oa distroet er C'hongo, n'eo ket mui evel "kazetenner" met evel kannad ar roue Léopold. Dre guzh e oa bet kefridiet gant aozañ ar pezh a zeuio da vezañ brudet dre an anv Stad Dieub Kongo. Spierezh Bro-C'hall a oa deuet a-benn da welet an irienn sevenet gant Leopold. Setu Bro-C'hall neuze o kregiñ da ergerzhout Afrika d'e dro evit trevadenniñ ivez. Pierre de Brazza, un ofisour morlu, a voe kaset e Kreizhafika. Aet e oa betek Kornôg Kongo ha sevel banniel Bro-C'hall war ar gêr nevez savet Brazzaville e 1881. Hiziv-an-deiz emañ e Republik Kongo. O welet kement-mañ, Portugal, hag a oa bet un impalaeriezh trevadennel met gwanaet en takad bro-se dre e liammoù gant Impalaeriezh Kongo, a n'em lakae ivez war ar renk evit trevadenniñ an douaroù. Evit Portugal e oa awenet ha diazezet gwirioù trevadenniñ Kongo dre emglevioù kozh gant Bro-Spagn hag an Iliz katolik Roman. Savet e voe buan-ha-buan ur skrid-emglev nevez d'ar 26 a viz C'hwevrer 1884 gant e harper, ar Rouantelezh-Unanet. Pal an emglev a oa da dalañ ouzh Kevredigezh etrevroadel Kongo da gaout un hent etrezek ar mor Atlantel.

    E fin ar bloavezhioù 1880, dre levezonoù lies an diplomatiezh, ergerzherioù trevadennel nevez, ha dreist-holl ar fed ma oa deuet war-wel perzhioù-galloud Afrika (aour, koad, douaroù ha lec'hioù kenwerzehl), an europeiz a oa deuet da vezañ dedennet bras gant aloubiñ ar c'hevandir.

    Henry Morton Stanley gant e vindrailherez Maxim. Ur wech roet lañs d'an Nevez Trevadennerezh e oa an trevadenniñ o vezañ feuls.
    {{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
    Kuzuliadeg Berlin
    Listen to this article

    This browser is not supported by Wikiwand :(
    Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
    Please download and use one of the following browsers:

    This article was just edited, click to reload
    This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

    Back to homepage

    Please click Add in the dialog above
    Please click Allow in the top-left corner,
    then click Install Now in the dialog
    Please click Open in the download dialog,
    then click Install
    Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
    then click Install
    {{::$root.activation.text}}

    Install Wikiwand

    Install on Chrome Install on Firefox
    Don't forget to rate us

    Tell your friends about Wikiwand!

    Gmail Facebook Twitter Link

    Enjoying Wikiwand?

    Tell your friends and spread the love:
    Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

    Our magic isn't perfect

    You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

    This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

    Thank you for helping!


    Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

    X

    Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?