For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kurdistan Turkia.

Kurdistan Turkia

Kurdistan Turkia

Kurdistan Turkia pe Hanternoz Kurdistan pe Kurdistan an Norzh (Türkiye Kürdistanı pe Kuzey Kürdistan e turkeg, Kurdistana Tirkiyê pe Bakurê Kurdistanê e kurdeg) eo an anv a reer eus al lodenn eus Turkia a zo annezet gant Kurded, e-kichen ar rannvroioù all zo poblet ganto er Reter-Nesañ.

En em astenn a ra war ur gorread etre 190 000 km² ha 230 000 km², da lavaret eo tost d’un drederenn eus gorread Turkia. Ur 17 proviñs bennak eus Turkia zo e Kurdistan Turkia, met diaes eo lavaret petra eo bevenn ar rannvro er c’hornôg. N’eus unander ebet gant ar rannvro-se war dachenn ar velestradurezh hag enebet eo stad Turkia ouzh implij ar ger Kurdistan evit envel anezhi.

Diyarbakır (Amed e kurdeg) eo ar gêr vrasañ er rannvro. Kurded Turkia a vefe etre 15 ha 25 milion anezho, met kalzik anezho o deus kuitaet maezioù Kurdistan evit mont da gêrioù bras kornôg Turkia, evel Ankara pe Istanbul.

Mogerioù Diyarbakır (Amed)

Adalek ar XIVvet kantved e voe an darn vrasañ eus Kurdistan en Impalaeriezh Otoman. Goude ar Brezel-bed kentañ e voe rannet an Impalaeriezh da sevel meur a vro nevez, ha da-heul e voe rannet ar Gurded etre meur a stad. Sevel a reas kalz Kurded a-enep lakaat lodenn norshañ ar vro annezet ganto e-barzh ar Republik Turk nevez-savet, pa n'anaveze houmañ gwir ebet dezho da gomz o yezh, ha meur a emsavadeg a voe er bloavezhioù 1920 ha 1930.

Abaoe an amzer-se e vez atav stourmoù kalet evit ma vefe anavezet gwirioù ar Gurded eno hag evit ma vefe disrannet Kurdistan diouzh Turkia. Etre 1925 ha 1965 e oa Kurdistan Turkia un dachenn miret evit an arme ha berzet ouzh an estrenien. E-pad an ugent vloaz diwezhañ ez eus bet renet ur stourm armet gant ar strollad PKK ; war-dro 35 000 den a vije marvet er stourm-se.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kurdistan Turkia
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?