For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kentañ Kroaziadeg.

Kentañ Kroaziadeg

Ar C'hentañ Kroaziadeg pe ar Groaziadeg Kentañ a voe ur groaziadeg etre 1096 ha 1099 ma voe kristenien eus Kornôg Europa o klask aloubiñ an Douar Santel nevez-aloubet gant Muzulmiz er Reter Nesañ. E-pad ar C'hentañ Kroaziadeg-se e voe lakaet seziz war Jeruzalem e 1099 ha kemeret e voe kêr gant ar groazidi.

Ur skeudenn a ziskouez Pierre L'Hermite o kas marc’heien, soudarded ha maouezed war-zu Jeruzalem e-pad ar C’hentañ Kroaziadeg

E miz Meurzh 1095, e-pad Sened-iliz Piacenza, e oa bet kannaded kaset gant an impalaer Alexios Iañ Komnenos o c’houlenn sikour digant kristenien broioù ar C’hornôg da zifenn Impalaeriezh Bizantion ouzh an Durked. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e Sened-iliz Clarmont, e oa bet ar pab Urban II o c’hervel an holl gristenien da stagañ gant ar stourm a-enep an Durked hag o prometiñ dezho e vefe pardonet o fec’hedoù d’ar re a yafe da "zieubiñ Jeruzalem".

Ha pa oa bet graet ar galv-se ouzh an noblañsoù, ar varc’heien, e voe klevet ivez gant tud paouroc’h, er c’hêrioù hag er c’heriadennoù. Prezegerien ar feiz, evel Pierre L’Hermite a gasas war e lerc’h miliadoù a dud deuet eus Champagn, Loren, broioù ar Roen war-du Bizantion. War o hent e voe lazhet ganto miliadoù a Yuzevien abalamour ma ne asantent ket bezañ badezet… An dud a erruas e Bizantion e 1096 a voe kaset gant an impalaer da-vetek kêr Nicaea (İznik hiziv), a oa bet aloubet gant Turked. An darn vrasañ eus ar re o doa kemeret perzh er gerzhadeg vras-se ha na oant ket marvet war an hent a voe divodet gant an Durked ha graet sklaved ganto.

E-keit-se e oa marc’heien ivez o kuitaat Frankia hag Italia, d’ar 15 a viz Eost 1096, an deiz a oa bet lakaet dezho gant ar pab. Mont a rejont war-zu ar reter hag ur wech degemeret gant impalaer Bizantion e voent kaset da Nicaea ivez. Lakaat a rejont seziz war ar gêr ha trec’h e voent a-benn ar fin d’an 19 a viz Mezheven 1097[1]. Armeoù ar Groazidi a gemeras perzh e meur a emgann all ouzh an Durked, evel seziz Antioc'heia a badas eus miz Here 1097 da viz Mezheven 1098. Ur wech kouezhet ar gêr-se etre krabanoù ar varc’heien, e voe graet skrap ha riñs warni ha lazhet an holl vuzulmiz a oa o chom enni. Goude se ez eas ar groazidi war-zu ar c’hreisteiz, a-hed an aod, tre betek Jeruzalem. Erruout a rejont dirak mogerioù ar gêr-se d’ar 7 a viz Mezheven 1099, gant ul lodenn hepken eus an dud a oa aet kuit eus kornôg Europa.

Ar Reter Nesañ e 1135, ha Stadoù ar Groazidi merket gant kroazioù ruz.

Stourm a reas annezidi Jeruzalem, Yuzevien ha Muzulmiz, ouzh ar Franked[2]. Met trec’het e voent ha d’ar 15 a viz Gouere 1099 e c’hallas ar Groazidi dont tre e Jeruzalem. Lakaet e voe kêr en arigrap ha distrujet moskeennoù, met n'emañ ket a-du an holl istorourien da c'houzout daoust ha lazhadeget e voe an annezidi, Muzulmiz, Yuzevien pe Gristenien eus ilizoù ar Reter[3] Hogen ur brezel yud e oa ha garv e oa ar Groazidi. Marnaoniet hag ankeniet e oa ar Franked, pell diouzh o bro, eme un istorour, ha kement-se a zispleg perak e voe debret tud ganto a-wechoù, goude seziz Maarat e 1098, da skouer[4].

Tamm-ha-tamm e oa bet gounezet douaroù gant ar Groazidi ha sevel a rejont stadoù bihan kristen, evel Kontelezh Edessa, en-dro d’ar gêr zo anvet bremañ Şanlıurfa, Priñselezh Antioc'heia, en-dro da Antakya pe Rouantelezh Jeruzalem. E Rouantelezh Jeruzalem e oa war-dro 120 000 a Franked (gallegerien an darn vrasañ anezho) o ren war 350 000 a annezidi, Muzulmiz, Yuzevien ha Kristenien eus ilizoù ar Reter, a oa chomet da vevañ eno goude aloubadeg an Arabed e 638[5]. En deroù ne voe ket stourmet kalz gant Muzulmiz ouzh ar stadoù kristen-se, abalamour ma oant rannet etre meur a gostezenn. A-benn ar fin e teujont a-benn d’en em unaniñ dindan renerezh Imad al-Din Zangi. Adtapout a reas Edessa e 1144. Ar gêr vras kentañ e voe da vezañ adaloubet gant Muzulmiz. Kement-se a lakaas ar pab Ujan III da c’hervel ar gristenien d’un eil kroaziadeg.

  1. Christopher Tyerman, God's War: A New History of the Crusades, Allen Lane, 2006. pp. 106-124
  2. "Franked" (Franj en arabeg) a reer eus ar Groazidi dre ma oa an darn vrasañ anezho o tont eus Frankia
  3. Jean Richard, Histoire des Croisades, Fayard, 1996 ; Amin Maalouf, Les croisades vues par les Arabes, pp. 68-70, J’ai Lu, 2001
  4. Claude Lebedel, Les Croisades, origines et consequences, p.62, ISBN 2-7373-4136-1 ; Amin Maalouf, Les croisades vues par les Arabes, pp. 55-56, J’ai Lu, 2001
  5. Joshua Prawer, Histoire du royaume latin de Jérusalem, tr. G. Nahon, Paris, 1969, vol. 1, pp. 498, 568-72.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kentañ Kroaziadeg
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?