For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kolonenn Phokas.

Kolonenn Phokas

Kolonenn Fokas, ouzh kein Bolz-enor Septimius Severus.

Kolonenn Phokas, bet savet a-raok ar Rostra war Forom Roma, ha gouestlet (pe adouestlet) d'an impalaer bizantat Phokas d'ar 1 Eost 608, zo bet ar monumant diwezhañ bet savet eno gant an Henromaned. Sevel a ra ar golonenn gorinthiat c'haranet da 13.6 m uhelder a-ziwar he sichenn varmor wenn diñsek a hañval bezañ bet savet da gentañ en Eil kantved. D'ar mare-hont ne veze ket gwelet an diazezadur brikennoù karrezek (skeudenn, a-zehou), rak ne voe ket dizoloet live a-vremañ ar Forom betek ar pavezioù aogustat orin a-raok an XIXvet kantved.

N'eo ket anavezet abeg resis an enor dibar-se daoust ma ouzer e voe roet da vat ar Panteon gant Phokas d'ar Pab Bonifas IV a zivizas e ouestlañ d'an holl verzherien santelaet ha ma voe ouzhpennet dezho ar Werc'hez Vari e-kerzh ar Grennamzer (Santez Vari ar Verzherien).

E laez ar golonenn e voe lakaet ouzhpennañ gant Smaragdus, anezhañ Eksark Ravenna, un delwenn alaouret skedus eus Phokas na chomas ket pell aze moarvat. E miz Here 610 e voe treitouret, paket, boureviet, lazhet ha dispennet Phokas. Bez' e oa eus Phokas un den bet ganet izel ha bet skrapet an tron gantañ. Dre holl e voe diskaret an delwennoù anezhañ. Kentoc'h eget ur merk anaoudegezh a-berzh ar Pab evel ma vez soñjet a-wechoù e tle an delwenn bezañ bet un arouez eus aotrouniezh an Impalaer war Roma, un aotrouniezh a oa o steuziañ da neuze abalamour da gwask al Lombarded. Bez' e oa ivez ur merk personel a anoudegezh a-berzh Smaragdus a oa bet lakaet un termen d'e hir amzer en harlu gant Phokas. Smaragdus a oa dleek e-keñver Phokas evit e renk galloudek e Ravenna.

Adimplijet e voe ar golonenn da c'houde evit dougen un delwenn all dediet da Ziokletian : Digizellet e voe an enskrivadur orin evit reiñ lec'h d'ar bomm a-vremañ.

Chom a reas ar golonenn en he lec'h. Uhel ha digenvez e-touez an dismantroù eo bet atav ur merk emlec'hiañ er Forom engravet ha livet alies er vedute. Gant an amzer e savas live al leur ha, d'ar mare ma reas Giuseppe Vasi ha Giambattista Piranesi o engravadurioù ha dourioù-kreñv, e-kreiz an XVIIIvet kantved, e oa bet douaret ar sichenn penn-da-benn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


    Forom Roma, Roma    

Bolz-enor Aogust | Comitium | Curia Julia | Fyrtio martyrernas oratorium | Gwareg Septimius Severus | Gwareg Titus | Kolonenn Phokas | Lacus Curtius | Lapis Niger | Mammenn Iuturna | Milliarium Aureum | Penniliz Aemilia | Penniliz Iulia | Penniliz Maksent | Porched Deorum Consentium | Porched Margaritaria | Puteal Libonis | Regia | Rostra | Santa Maria Antiqua | Santual Gwener Cloacina | Sichenn an Decennalia | Templ Antoninus ha Faustina | Templ ar Peoc'h | Templ Castor ha Pollux | Templ Gwener d'ar Romaned | Templ Janus | Templ Jul Kaezarl | Templ Romulus | Templ Sadorn | Templ Vespazian Templ Vesta | Templ Yaou Stator | Ti ar Vestalenned | Umbilicus Urbis | Via Sacra | Vicus Tuscus | Volcanal

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kolonenn Phokas
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?