For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kentañ Feur-emglev Gwenrann.

Kentañ Feur-emglev Gwenrann

Ur pennad Feur-emglev Gwenrann zo ivez.

A drugarez da hanterouriezh Yann III (Craon), arc'heskob Reims d'an ampoent, Kentañ Feur-emglev Gwenrann a oa bet sinet hag embannet d'an 12 a viz Ebrel 1365 en iliz-chabistr Sant-Albin Gwenrann.
Gantañ e oa bet lakaet fin da Vrezel hêrezh dugelezh Breizh en devoa enebet

Diouzhtu e oa bet kaset ar feur-emglev da Charlez V (Bro-C'hall) en devoa peurwiriekaet ar bennaenn anezhañ d'an 22 a viz Mae 1366, da lâret eo ouzhpenn bloaz goude...da c'hortoz e teufe an Dug da gadarnaat e wazoniezh dezhañ. Ar pezh a voe graet d'an 13 a viz Kerzu dirak ur c'huzul roueel ledanaet.

Diferadurioù ar feur-emglev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oa bet Yann IV da hêr reizh. Padal, ne oa ket bet dizarbennet dezoioù re Bentevr penn-da-benn peogwir e rejod d'al lezenn hêrezh eeun pleustriñ e Breizh :

  • an dugelezh a ranke bezañ kaset a bar da bar e familh re Voñforzh,
  • ma vije an hêrezh en arvar e tremene da familh re Bentevr, dre hanterouriezh ar merc'hed kentoc'h.

Heuliadoù war hêrezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Asuret e oa bet hêrezh Breizh e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Koulskoude e chome mut-sourd ar feur-emglev e ken kaz na chomje nemet merc'hed en div familh. Ar pezh a c'hoarvezas e dibenn ar XVvet kantved :

  • merc'hed hepken gant Frañsez II (dug Breizh),
  • eus tu re Bentevr ne chome nemet Nicole a Bentevr (pe Nicole a Vleaz c'hoazh).

Diwar neuze, kent marv an Dug en devoa klasket daou du en em lec'hiañ an abretañ ar gwellañ o soñjal en hêrezh :

  • tu an Dug : graet en devoa Frañsez II da Stadoù Breizh touiñ le reiñ skoaz d'e verc'h Anna Vreizh, aet da Zugez dija,
  • tu Roue Bro-C'hall : d'an 3 a viz Genver 1480 en devoa Loeiz XI (Bro-C'hall) adprenet gwirioù re Bentevr evit 50 000 skoed digant Nicole a Bentevr. Gwerzh ha renoñsiñ a oa bet kadarnaet da Anna (Bro-C'hall) (pe Anna a Veaujeu c'hoazh) e 1485.

Ken diresis ma veze ar stadud hêrezh e Breizh m'en devoa bet lakaet diaes ar wiraourien :

  • eus un tu, ma oa Breizh un hêrezh nobl klasel e c'halled he gwerzhañ pe werzhañ he gwirioù d'an hêrezh (evel en Daofinez da skouer),
  • diouzh un tu all, abaoe Kentañ Feur-emglev Gwenrann e rae Duged Breizh Dug Breizh, dre c'hras an Aotrou Doue anezhe o-unan ; ma tenne kurunenn Breizh da Zoue hepken, evel kurunenn Bro-C'hall, e oa dilamadus ar gwirioù hêrezh (hag eztalvoud o gwerzh eta).

Elfennoù all a oa deuet da luziañ termenadenn an hêr reizh :

  • e 1420, disklêriet e oa bet treitourien re Bentevr gant Stadoù Breizh ; dirannet e oa bet o gwirioù, enorioù hag anvioù Breizh anezhe ha rasket o madoù rak an Dug Yann o devoa skrapet dre daol-treitour,
  • e 1448 e oa daskoret ar gontelezh dezhe ouzh ur renoñsiñ d'o gwirioù,
  • da c'houde en devoa Dug Breizh skrivet da Yann Iañ (Châtillon), kont Pentevr anezhañ, e tileze diferadenn dilez ar gwirioù da hêrezh hemañ ; eus e du, kont Pentevr en devoa prometet dezhañ ne raje ket gant al lizher-se. Kentañ lizher a oa bet roet da roue Bro-C'hall e 1480 digant Nicole a Bentevr, a-gevret gant ar gwirioù war an Dugelezh ; nac'het e oa bet gant roue Bro-C'hall e rentañ da Frañsez II, daoust d'e c'houlenn groñs,
  • e 1465 e oa bet rasket kontelezh Pentevr gant an Dug adarre, hep na vije bet roet resisadur ebet war an heuliadoù gwirel da zont.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kentañ Feur-emglev Gwenrann
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?