For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kemmadurioù ar brezhoneg.

Kemmadurioù ar brezhoneg

Ur fazi

Kemmadurioù deroù-ger a zo e brezhoneg evel e pep hini eus ar yezhoù keltiek.

Kemmadurioù a lavarer eus ar c'hemmoù a c'hoarvez e distagadur lod kensonennoù a zo e deroù ar gerioù brezhonek, da skouer tad, un tad, ma zad, da dad, pe mamm, ur vamm.

Disheñvel eo ar c'hemmadennoù-se diouzh ar re a c'hoarvez e deroù pe e diabarzh gerioù dre abegoù distagadur ha n'eo ket dre abegoù yezhadurel : hent bras a zistager /hẽnn 'prɑ:s/, dek gwenneg a lavarer /de 'kwɛn:ek/. Lod eus ar c'hemmadennoù-se er bomm-mouezh a vez diskouezet er ger skrivet, evel glas /'glɑ:s/ ha glazañ /'glɑ:zã/.

Ar c'hemmadurioù yezhadurel ivez a c'hall bezañ skrivet pe get ; e krennvrezhoneg ne vezent ket skrivet, alese anvioù-lec'h evel Toull ar C'hoad a weler skrivet Toulancoat[1].

Abegoù ar c'hemmadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou abeg pennañ zo d'ar c'hemmadurioù brezhonek :

Bez' e c'hall ur gensonenn kemmañ en abeg da zistagadur an amzer a hiziv hag ivez en abeg da istor fonologiel ar yezh[2].
  • abegoù yezhadurel
Hervez ar ster a venner reiñ d'al lavarenn hag ivez hervez ar ger a zo dirazi e kemm pennlizherenn ar ger pe get.

Rummadoù kemmadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemmadurioù ar brezhoneg

Pevar rummad zo anezho :

Ar c'hemmadurioù dre vlotaat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur vogalenn doniet hir :

  • ar c'hensonennoù-tarzh kalet (K, T ha P) zo blotaet (G, D ha B) ;
  • ar c'hensonennoù-tarzh mouezhiet (G, Gw, B ha D) a dro da gensonennoù-c'hwezh blot (C'H, W, V ha Z) – kemmadurioù dre c'hwezhañ int e gwirionez ; ar gensonenn-fri M a dro da V.

An holl gensonennoù a vlota en degouezh-se e gwirionez (an hanter-gensonenn Y zoken(Daveoù a vank)), met lod kemmadurioù ne vezont ket aroueziet er skritur.

  • Aroueziet er skritur, diwar erbedoù an Tad Maner

K > G : karr > da garr

T > D : tad > da dad

P > B : penn > da benn

G > C'H : gar > da c'har

Gw > W : gwele > da wele

D > Z : dant > da zant

B > V : breur > da vreur

M > V : mamm > da vamm

  • Mouezhiet hepken

H > mut : hini > da ini

C'H > h : c'hoar > da hoar

CH > j : chas > da jas

S > z : sae > da zae

N > n : neuz > da neuz'

F > v : fri > da vri

L > l : lagad > da lagad

R > r : r(r)an > da ran

Ar c'hemmadurioù dre galetaat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur gensonenn zivouezh (K, T, P, C'H, S ha F) : ar c'hensonennoù-tarzh blot G, D ha B a dro da gensonennoù-tarzh kalet (K, T ha P).

  • Aroueziet er skritur

G > K : genoù > ez kenoù

D > T : dant > ez tant

B > P : breur > da 'z preur

  • Mouezhiet hepken

Hini ebet.

Ar c'hemmadurioù dre c'hwezhadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget blotadur G, D ha B a zo bet meneget uheloc'h ez eus kensonennoù-tarzh kalet all (K, T ha P) a dro da gensonennoù-c'hwezh (C'H, Z, F).

  • Aroueziet er skritur

K > C'H : karr > he c'harr

T > Z : tad > o zad

P > F : penn > ma fenn

  • Mouezhiet hepken

Hini ebet.

Ar c'hemmadurioù kemmesket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hemmadurioù mesket[4], pe kemmesk, pe kemmesket, zo anezho

  • pevar c'hemmadur dre vlotaat
  • ur c'hemmadur dre galetaat.

C'hoarvezout a reont war-lerc'h e (rannig-verb), ma (stagell-isurzhiañ), ma (stagell-vartezeañ) hag o (araogenn) pa gemm G, Gw, D, B hag M e C'H, W, T, V ha V.

  • Aroueziet er skritur

G > C'H : gouzout > o c'houzout (blotadur)

Gw > W : gwelet > o welet (blotadur)

D > T : diskenn > o tiskenn (kaletadur)

B > V : bevañ > o vevañ (blotadur)

M > V : mont > o vont (blotadur)

  • Mouezhiet hepken

Er yezh komzet, e-lec'h o vont, o vale, e c'haller klevout o c'hont, pe (o) font, hag (o) fale.

Kemmadurioù diglok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod kemmadurioù ne c'hoarvezont ket en holl gensonnennoù a c'hallje kemmañ. Yezhadurel-rik eo ar c'hemmadurioù a c'hoarvez.
Pevar degouezh zo dezho :

  • goude am/em, raganv ar c'hentañ gour unan, e c'hoarvez K/C'H ha T/Z ha diret eo kemmadur P
(kavout, ti, paeañ) An dud am c'havo em zi am faeo.
  • goude ur, ger-mell amstrizh, ar, ger-mell strizh hag hor, raganv ar c'hentañ gour lies e tro K da C'H hepmuiken
(kazh, karr, kas) Ur c'hazh zo er c'harr hor c'has da Vrest.

Notenn : goude ar gerioù-mell ur hag ar ne gemm K nemet e deroù un anv gourel unan pe un anv lies na verk ket gwazed.

  • goude ar gerioù-mell amstrizh un/ur hag ar gerioù-mell strizh an/ar e vlota an anvioù benel — D ne gemm ket avat

K > G : kador > ur gador

T > D : taolenn > un daolenn

P > B : parez > ar barez

G > C'H : gavr > ur c'havr

Gw > W : gwrac'h > ar wrac'h

B > V : bag > ur vag

M > V : merc'h > ar verc'h

  • goude ar gerioù-mell strizh an/ar e vlota an anvioù lies a verk gwazed.

K > G : kouer > ar gouerien

T > D : tud > an dud

P > B : pabored > ar babored

G > C'H : gaouierien
> ar c'haouerien

Gw > W : gwazed > ar wazed

B > V : breudeur > ar vreudeur

M > V : mistri > ar vistri

  • Mard echu an anv benel pe an anv tud lies gant ur vogalenn pe gant L, M, N, R e vlota an anv-gwan doareañ a zeu war e lerc'h : ur gador vrav, ur wrac'h vat, breudeur dener, hag all.
  • Mard echu an anvioù gant ur gensonenn estreget L, M, N, R ne gemm nemet G, B hag M en anv-gwan : ur voest c'hlas, an dud vras hag ar gouerien vat hogen ur voest c'hlas bepred met an dud tev, hag all.

Direizhderioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bloaz, anv gourel, a vlota goude an niveroù pegementiñ, war-bouez 1, 3, 4, 5, 9 ha 1 000 : 6 vloaz met 9 bloaz.
  • Greg ha gar (porzh-houarn) ne gemmont ket goude ar ger-mell — reizh eo gar (ezel eus ar c'horf) koulskoude.
  • Mein a c'hall treiñ da vein goude ar ger-mell a-wechoù ha gallout a ra ivez degas kemmadurioù: ar vein-c'hlas, mein gozh[5].
  • Plac'h, anv benel, ne gemm ket goude ar ger-mell, met blotaat a ra an anvioù-gwan war-lerc'h : ur plac'h vrav.
  • An anvioù-tud en -où – evel kamaradoù, maerioù, mestroù, priedoù, tadoù, ha testoù – ne gemmont ket dre vlotaat goude ar ger-mell ha ne zegasont kemmadur ebet; tudoù, a zo un adliester, a c'hall degas: tudoù gaezh.
  • Pa vezont renet gant ar verb ober e vlota mad ha man : se a ra vad din, na rit ket van.
  • Gourel eo tra padal e vlota goude ar ger-mell : un dra, hag e suj an anv-gwan evel ma vije un anv benel : un dra vat — met tri zra gozh.
  • Anvioù gourel all 'zo a zegas blotadurioù. En o zouez emañ: aer, amzer, avel, c'hwezh (flaer), re (rumm)... : tri re votoù.
  • Alies e c'hoarvez ur blotadur goude anv divoutin ur gwaz : Yann gaezh, Karl Veur.

Skoilhoù ouzh ar c'hemmadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'hall ur c'hemmadur c'hoarvezout nemet etre gerioù a zo liammet dre ar ster ha distaget en ur bomm-mouezh ; kement abeg a zisrann ar gerioù a viro ouzh ar c'hemmadur a c'hoarvezout.

  • Ur vaouez vat, hogen ur vaouez mat he c'halon peogwir eo stag mat ouzh kalon ha n'eo mui ouzh maouez.
  • Tud Vreizh, hogen tud Breizh ha n'eo ket tud Bro-C'hall peogwir e venner pouezañ war Breizh en eil lavarenn.
  • Ur vaouez vrav, hogen ur vaouez brav, kran ha speredek peogwir emañ torr ar bomm-mouezh en eil lavarenn.

Taolenn ar c'hemmadurioù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Degouezhioù ar c'hemmadurioù Kemmadennoù aroueziet er skritur Kemmadennoù komzet hepken

K

T

P

G

Gw

D

B

M

H

C'H

CH

S

F

L

N

R (1)

War-lerc'h ar ger-mell en

  • anvioù benel unan (direizh : plac'h, gar, greg)
  • anvioù tud gourel lies (direizh : tadoù, testoù, priedoù, maerioù, mestroù)
  • anvioù-gwan en derez uhel ha niveroù petvediñ benel dizalc'h

G

D

B

C'H

W

V

V

(mut)

h

j

z

v

E gerioù a bep seurt war-lerc'h

  • ar raganvioù-gour hag anvioù-gwan perchennañ DA hag E
  • an adverboù doareañ GWALL, HANTER, RE, SEUL
  • ar gerioù A (rannig-verb, stagell, araogenn), ABA, DA (araogenn, rannig-hetiñ), DAOU, DIV, DINDAN, DIWAR, DRE, EME, ENDRA, EN EM, (AN) HINI (benel), (AN) HOLL, NA, NE, PA, PE, RA, RE (anv, raganv), TRA (stagell), WAR

G

D

B

C'H

W

Z

V

V

(mut)

h

j

z

v

l (2)

n (3)

r (4)

En anv goude un anv-gwan-doareañ derez plaen
En eil darn ul liesger reizh goude ur rakger
En anv-gwan (hag en ur renadenn-anv eeun) war-lerc'h

  • an anvioù benel unan
  • an anvioù tud gourel lies (direizh : an anvioù en -où)
  • an niveroù pegementiñ hag ar raganvioù diskouezañ (direizh : unan gourel)
  • un anv-gwan doareañ all
  • ar rannig-verb ez, er

oc'h echuiñ gant
ur vogalenn pe
L, M, N, R, V

G

D

B

C'H

W

Z (5)

V

V

(mut)

h

j

z

v

l

n

r

oc'h echuiñ gant
ur gensonenn estreget
L, M, N, R, V, D, T,
S, Z, ZH

C'H

W

Z

V

V

oc'h echuiñ gant
D, T, S, Z, ZH

C'H (6)

W

Z (7)

V

V

Er verb war-lerc'h E (rannig), O (rannig), MA (stagell)

C'H

W

T

V

V

En anv goude an anvioù-gwan perc'hennañ HO, AZ (EZ)
Er verb goude ar raganvioù-gour HO, AZ (EZ)

K

Kw

T

P

Er verb goude ar raganvioù-gour MA/VA, AM (EM), HE, O
En anv

  • goude ar gerioù-perc'hennañ MA/VA, AM (EM), HE, O
  • goude an niveroù TRI, TEIR, PEVAR, PEDER, NAV
    A-wezhioù er gerioù kevrennek e GOUR- hag e PENN- (8)

C'H

Z

F

Er verb war-lerc'h ar raganvioù-gour HOR hag HER
En anv war-lerc'h ar ger-perc'hennañ HOR
War-lerc'h ar ger-mell en

  • anvioù gourel unan
  • anvioù lies nemet an anvioù-tud (9)
  • anvioù-gwan doareañ ha niveroù petvediñ lakaet dirak un anv
  • anvioù-gwan doareañ en derez-uhel ha niveroù petvediñ gourel dizalc'h

C'H

  1. Ruilhet.
  2. Blot, evel el lostger -ell.
  3. Blot, evel el lostger -enn.
  4. Blot, evel an /r/ a-vremañ.
  5. Diret goude n.
  6. Nemet goude rakgerioù.
  7. Diret.
  8. Ouzhpenn-se e gerioù a bep seurt : daou-c'hant, daoufarzh, amzer (sul, lun, meurzh...) Fask, dour zomm, dour c'hlouar, dizro, leur-zi, war-zu, azalek, hag all.
  9. Direizh : ar vein.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kervella 1995, p. 78.
  2. Trépos 1980, p. 35-36.
  3. Bec'h dei !, TES, 1990.
  4. Bec'h dei !, TES, pajennoù 209 ha 210
  5. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 878b.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kemmadurioù ar brezhoneg
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?