For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kaspar Hauser.

Kaspar Hauser

Kaspar Hauser, hervez un dresadenn gant Johann Georg Laminit (1775-1848)
Tresadenn gant Kaspar Hauser, 1829

Kaspar Hauser (30 a viz Ebrel 1812 (?) – 17 a viz Kerzu 1833) zo ur c'hrennard alaman en XIXvet kantved, kevrinus e orin.

Afer Kaspar Hauser

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mae 1828, e oa ur c'hrennard e kêr Nürnberg, en Alamagn, hag a lavare bout anvet Kaspar Hauser ha bezañ bet kraouiet 12 vloaz en un toull teñval hep gwelout den nemet un "den gwisket e du", gward e vac'h. Sachet eo evezh an dud gant an emzivad-se, a soñje da lod e oa un inosant. Buan e teuas lod da grediñ e oa ur mab laeret digant Stéphanie de Beauharnais ha d'e bried Karl, Dug-meur Baden, a vije bet lakaet bugel marv ur goueriadez pe ur micherour en e lec'h pa oa ganet. E penn an irienn e vije bet ar gontez, lezvamm-gozh an dug-meur Karl, a felle dezhi ez aje an dugelezh-veur gant he bugale-hi (skourr Hochberg - eus Baden).

Hauser a varvas pemp bloaz goude, en 1833, diwar un taol kontell.

Martezeadennoù ha tezennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaozioù Hauser hag e varv kriz a lakas meur a rendael da sevel. Al liamm gant dugelezh-beur Baden zo bet distaolet gant an istorourien a vicher.

Kaspar Hauser, Pastell gant J. F. C. Kreul, ca. 1830.

Deroù an afer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 26 a viz Mae 1828 e oa ur c'hrennard o kantren e straedoù Nürnberg. Gantañ e oa ul lizher evit kabiten Pevarvet Skouadron ar C'hwec'hvet Rejimant war varc'h, ar C'habiten von Wessenig. War ar paper e oa skrivet : Von der Bäierischen Gränz / daß Orte ist unbenant / 1828 ("Eus harzoù Rouantelezh Bavaria / al lec'h n'eus anv ebet dezhañ sic / 1828"). Hervez ar skriver dizanv e oa bet roet ar paotr dezhañ da ziwall d'ar 7 a viz Here 1812, ha desket en doa lenn ha skrivañ dezhañ, ha kenteliet anezhañ war ar relijion gristen, hep e leuskel d'"ober kammed ebet e-maez an ti". Skrivet e oa e felle d'ar paotr bezañ soudard war varc'h "evel ma oa bet e dad" ha pedet e oa ar c'habiten pe da gemer anezhañ pe da grougañ anezhañ.
Ul lizher all a oa kevret, kinniget evel a-berzh mamm ar paotr d'e ziwaller. Hervez a oa skrivet e oa anvet Kaspar, ganet d'an 12 a viz Ebrel 1812, hag e oa marv e dad, soudard war varc'h er C'hwec'hvet Rejimant.
Kavet e voe e oa skrivet an daou lizher gant ar memes dorn.

Ur botaouer-lêr anvet Weickmann a ambrougas ar paotr da vetek ti ar C'habiten von Wessenig, ma ne reas nemet adlavarout ar gerioù " Soudard war varc'h a fell din bezañ evel ma oa ma zad", ha "Marc'h! Marc'h!" Pa veze graet goulennoù outañ e tirolle da ouelañ pe e lare "N'ouzon ket". Kaset e voe da di ar polis. Eno e skrivas an anv: Kaspar Hauser. Gouzout a ouie petra e oa an arc'hant, gallout a rae dibunañ un nebeud pedennoù ha lenn tammoù, met ne roas ket nemeur a respontoù, ha paot e oa e c'herioù[1] An daou viz war-lerc'h a dremenas er vac'h en un tour, dindan evezh paotr ar vac'h, anvet Andreas Hiltel. Daoust d'ar pezh a voe kontet goude e oa yac'h e neuz[2]., ha kerzhout a c'halle mat, rak pignat a eure ouzhpenn 90 pazenn betek e gambr. Diouzh e welout e oa war-dro 16 vloaz, met un tamm diwezhat e oa e spered.

Ar maer Binder, koulskoude, a lavaras en doa eñvor hag e teske buan. Meur a zen a deuas d'e welout, da sevel o fri, ha kement-se a seblantas plijout dezhañ. Ne zebre nemet bara, n'eve nemet dour ha nac'h a rae kemer traoù all.

Delwenn da gKaspar Hauser, kreiz-kêr Ansbach.

Kaoz Hauser diwar-benn e vuhez en un tour-kastell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn arem gant Jaume Plensa.

Da gentañ e soñjed e oa bet savet evel ul loen gouez er c'hoadoù met e-pad e gaozeadennoù gant Binder e kontas e vuhez hag a skrivas goude dre ar munud[3]. Hervez a gontas n'en doa soñj nemet eus e vuhez e-unan en un toull du, daou vetrad hed hag ur metrad led dezhañ, ur metrad hanter uhelder hepken, ur gwele plouz hag ur c'hoariell, ur marc'h graet e koad. Bep beure, emezañ, e kave bara ha dour e-tal e wele. Bep an amzer e veze c'hwerv blaz an dour, ha pa eve en deveze c'hoant-kousket muioc'h eget kustum. En trovezhioù-se, pazihune, e kave plouz fresk e-lec'h an hini kozh, hag e veze troc'het e vlev hag e ivinoù. Kontañ a reas Hauser n'en doa gwelet den ebet a-raok an den kevrinus a deuas d'e welout un tamm a-raok ma voe dieubet, hag a ziwallas da chom hep diskouez e zremm dezhañ. An den, eme Hauser, a zeskas dezhañ skrivañ e anv, o terc'hel e zorn. Pa en doe desket chom en e sav ha kerzhout e voe kaset da Nürnberg. Ouzhpenn e teskas lavarout " Soudard war varc'h a fell din bezañ evel ma oa ma zad", e rannyezh Bavaria, met lavarout a rae Hauser ne gomprene ket ster ar gerioù.

Hiziv c'hoazh eo brudet istor Kaspar Hauser. D'an ampoent avat e voe sachet an evezh warnañ eus holl vroioù Europa. Brud a savas diwar e diegezh, a vije bet priñsed a renk uhel, marteze eus Baden, met lavaret e veze ivez e oa oc'h ober van.

E vuhez e Nürnberg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paul Johann Anselm Ritter von Feuerbach a oa prezidant lez-engalv rouantelezh Bavaria da neuze, a grogas da enklask. Hauser a voe roet da ziwall da Friedrich Daumer, ur skolaer hag un tamm prederour hag a gelennas dezhañ meur a dra, ken e kavas e oa dornet Kaspar da dresañ. En e vleud e hañvale Kaspar bezañ.

Daumer a reas ivez arnodoù a bep seurt. Reiñ dezhañ louzoù homeopatek, arnodoù magnetek. Sede penaos e voe kontet an afer gant Feuerbach:

D'ar 17 a viz Here 1829 ne deuas ket Hauser d'e verenn, met kavet e voe e kav ti Daumer, un troc'h en e dal. Lavarout a reas

Buhez ha marv en Ansbach

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gloaz ha marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp deiz goude, d'ar 14 a viz Kerzu 1833, e teuas Hauser d'ar gêr gant ur pezh gloaz en e vronn gleiz.

Skrivet e oa, en alamaneg:

Hauser a c'hallo lavarout deoc'h rik penaos on hag eus pelec'h on. Da espern poan Hauser e fell din lavarout ma-unan a belec'h e teuan _ _ . Dont a ran eus eus _ _ _ harzoù Bavaria _ _ War ar stêr _ _ _ _ _ lavarout a rin zoken an anv M. L. Ö.

Mervel a reas Hauser diwar ar gloaz d'ar 17 a viz Kerzu 1833.

Hic jacet / Casparus Hauser / Aenigma / sui temporis / ignota nativitas / occulta mors / MDCCCXXXIII.

Beziet e voe Hauser en ur vered war ar maez. War ar maen-bez e oa skrivet, e latin:

Amañ e repoz Kaspar Hauser, kevrin en e amzer. Dianav e c'hanedigezh, kevrinus e varv.

Hauser, priñs Baden?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kontez Hochberg
Stéphanie, mamm Kaspar?

Hervez ar vrud savet adal 1829 ne oa Kaspar Hauser nemet priñs Baden, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1812, hag a varvas, hervez an istor, d'ar 16 a viz Here 1812.

  1. Ivo Striedinger: Hauser Kaspar, der „rätselhafte Findling“, in: Lebensläufe aus Franken, III. Vol., 1927, pp. 199–215; here pp. 199–200
  2. . E neuz hervez ar polis, d'ar 7 a viz Gouhere 1828; meneget gant Jochen Hörisch (ed.): Ich möchte ein solcher werden wie...: Materialien zur Sprachlosigkeit des Kaspar Hauser, Suhrkamp 1979, pp. 33–34
  3. Ivo Striedinger 1927, pp. 200-201; for the primary sources, see e. g. Jochen Hörisch 1979
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kaspar Hauser
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?