For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Kaozeadenn Patrom:Departamantoù Frañs.

Kaozeadenn Patrom:Departamantoù Frañs


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Lennit ar politikerezh amañ.


--Neal 20 Du 2006 da 16:28 (UTC)[respont]

UN NEBEUD STUMMOÙ DA C'HORTOZ A VEZ KAVEZ ER PATROM-MAÑ KEIT HA NE VO KET BET TIZHET UN EMGLEV DIWAR O FENN.

brezhonekaet am eus un tammig ha kuitaet displegadennoù pe heñvelstummoù rak kavet e vefont e korf pep pennad ha tu 'zo ivez da sevel adkasoù--Neal 3 Du 2006 da 10:24 (UTC)[respont]

ne gomprenan ket perak emañ diouezet e div golonenn rak sañset ec'h afe e bloc'hadoù c'hwec'h ha c'hwec'h. Piv a c'hello renkar ar gudenig-se?--Neal 3 Du 2006 da 11:38 (UTC)[respont]

Diskoulmet 'm eus ar gudenn. Añfin, krouet 'm eus ur patrom nevez, peogwir e oa re luziet da hini evidon. Ret adbrezhonekaat bremañ... Pe tu 'zo dit dont en-dro d'az fatrom kozh, met ne ouezan ket e renkañ... Benoni 3 Du 2006 da 12:37 (UTC)[respont]

Trugarez vras dit. Brezhonekaet e vo en-dro war-lerc'h. ya. aezetoc'h e vije bet mont da dapout ur patrom all kentoc'h evit klask adober unan bet savet evit un tem all.--Neal 3 Du 2006 da 12:42 (UTC)[respont]

Brezhonekaat

[kemmañ ar vammenn]

Me 'gav din e vefe gwell brezhonekaat ar muiañ posubl anvioù an departamantoù. Mat e vefe kaozeal etrezomp-ni holl evel-just a-benn kavout un emglev ledan.

Setu ma c'hinnigoù.

--Neal 3 Du 2006 da 13:10 (UTC)[respont]

Me gav din e vije ret, pa 'z eus tu, kemer ar muiañ posubl an anv roet gant tud ar vro, pa n'eus ket un anv brezhoneg. Setu a-du gant Alpoù-an-Arvor evit Alpes-Maritimes, met marteze lakaat kentoc'h Losera (dle e Okitaneg) evit Lozère. Hag e barzh ar pennad lavar petra eo an anv ofisiel e galleg, ha penaos distagañ e brezhoneg ma 'zo ezhomm. Benoni 3 Du 2006 da 14:31 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn. setu ma soñj-me lâret gant unan bennaket all ger-ha-ger! --Neal 3 Du 2006 da 15:07 (UTC)[respont]

Lozera ha Koreza gant z e brezhoneg, diouzh an okitaneg Coresa ha Losera (ha n'eo ket *Coressa ha *Lossera)--Neal 3 Du 2006 da 15:19 (UTC)[respont]

Ne dalv ket ar boan mont da ijinañ stummoù nevez pa'z eus reoù hag a zo en implij dija (el levrioù pe er Wiki brezhonek paneveken), pe a gaver e geriadur Roparz Hemon. Pireneoù (gant daou e) (Pyrénées), Ron (Rhône), Roen (Rhin)... a gaver gant R. Hemon. A-hend-all, mat eo doujañ d'ar stummoù e yezh ar vro, kement-se a dalv evit ar galleg ivez, ne gav ket din eo dreist mont da glask ijinañ stummoù evit Nièvre pe Yonne, a zo galleg ha mat pell 'zo, evit an dra a zo gall pa n'eus ket galloc'h, an departamañchoù. Rognogno 3 Du 2006 da 16:40 (UTC)[respont]

Trugarez eus da gomzoù fur. Rak krog ez eus lod da bellat diouzh ar furnezh .Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 20:07 (UTC)[respont]

trugarez. reizhet. hag ar re a van?--Neal 3 Du 2006 da 17:06 (UTC)[respont]

Ar pezh zo dispar ur wech ouzhpenn eo ne vo ket kaoz gant ar re o doa boulc'het (ha boulc'het mat) al labour a-raok kaoc'hañ ar stal.

Piv en deus dibabet ar ger "Reter Pireneoù"? Pelec'h eo bet implijet a-raok? Neblec'h nemet e penn un den. Ha ma sav c'hoant din lakaat Pireneoù ar Reter, ganet pemp munut zo e Breizh etrezon ha ma gwreg, anavet gant daou zen da vihanañ e-maez ar wiki, petra a ran? Evel un aotrou amañ, cheñch hep kaozeal? Ouzhpenn 90 pennad zo, peadra zo da c'hoari. Ha Val d'Oise, penaos e lakaez se? Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 20:04 (UTC)[respont]

da gentañ-penn e c'hellfez chom sioul - met hom anaout areomp ha goût mat a-walc'h e vo diaezet dit pa c'hoarzvez un dra n'out ket plijet gantañ. m'añfin... ret eo goût n'eo ket *dav* mont da c'houlenn ali unan bennak a-raok kemmañ ur pennad bet boulc'het gantañ/i pe bet labourat warni ganti/añ. evel-se eo ma'c'h an end-dro ar wikipedia. ha mar sellez un tammig pisjoc'h e weli omp bet daou den (n'eus ket kalz a dud a labour ingal war ar wikipedia e brezhoneg) bet roet hom ali - ha bremañ, ganez-te, omp tri (ha n'eo ket un den e-unan) - n'eus forzh penaos ne welan ket perak e vefe falloc'h ur mennozh diwanet e penn un den e-unan pa denn da vrezhonekaat an traoù evit ur mennozh all bet diwanet e penn un den all e-unan hag en doa divizet sevel pennadoù e galleg o zitloù penn-da-benn hep goulenn ali da dud all (da skouer tud eveldon hag a zo bet o labourat satrt abaoe keidall war ar raktres-mañ - met goût mat a ran penaos ec'h a en-dro an traoù ha n¡on ket on vont da glemm na da c'houlenn kemendall). peurliesañ e klasker ober gant titloù ar pennadoù e brezhoneg (kea?) ha mar vez ezhomm (evit an abeg-mañ'n-abeg) e vez graet gant adkasoù evit aezaat ar c'hlaskoù. ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h, pe reishoc'h e vefe ober gant Pyrénées Atlantiques evit gant Pireneoù Atlantel e brezhoneg? ne welan ket perak. ha goulenn ali an dud am eus graet - ha n'ec'h eus ket respomntet a-raok (na te na da wreg). ha ken diazet eo kompren Pireneoù ar Reter - pe tu zo da gompren e vefe La Mayenne lakaet e brezhoneg? ha ma klasker Pyrénées Orientales e vezer kaset war-eeun d'ar pennad-se. ouzhpenn-se emañ meneget niverenn pep departamant er patrom, setu ec'h eo aezet a-walc'h mont eus ar stummoù brezhonekaet d'ar stummoù e galleg mar karer. Evit a sell ouzh Val d'Oise hag all, maa sellez un tammig ha chomez a-sav da lenn un tamm mat trenkiloc'h e weli, ur wezh all, em eus pedet ali an dud evit an elfnnoù a van. A galon.--Neal 3 Du 2006 da 21:01 (UTC)[respont]

  • Mat e vez bepred kaout soñj meur a hini a-raok ober dibaboù. Lezomp amzer gant meur a hini da reiñ e soñj ivez. Soñj an den en doa savet ar pennadoù da gentañ a vije bet kaout a-raok cheñch. An darn vrasañ eus an dud a vez displijet pa vez cheñchet ar pezh o deus graet hep na ouifent.
    Ar brezhoneg n'emañ ket da adsevel. Ret eo deomp, er Wiki, ober gant ar stummoù a zo en implij gant ar vrezhonegerien. N'eus ket da ijinañ stummoù nevez ma'z eus stummoù en implij dija. Gant ar riskl da faziañ... Din da c'houzout e vez implijet stummoù brezhonek evit departamantoù Breizh, evit un nebeud re n'emaint ket e Breizh ivez, evel Vande pe traoù a c'heller treiñ aes a-walc'h evel Pireneoù Atlantel. Evit ar re all (Lozère, Haute-Marne pe Loir-et-Cher) e vezer boas d'ober gant ar stummoù gallek. Evit anvioù ar stêrioù avat e kaver stummoù brezhonek (a-gozh a-wechoù) : Rhône (departamant) / Ron (stêr), Mayenne (departamant) / Mezven (stêr). Chomomp fur eta. --Llydawr 3 Du 2006 da 22:15 (UTC)[respont]

Bannieloù

[kemmañ ar vammenn]

Piv a oar, a gompren, perak ne vez ket gwelet ar bannieloù ken er patrom-mañ? Benoni (Kaozeadenn) 17 Gwe 2007 da 11:20 (UTC)[respont]

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Kaozeadenn Patrom:Departamantoù Frañs
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?