For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for François Fillon.

François Fillon

François Fillon d'an 21 a viz Genver 2010

François Fillon, zo bet ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1954, er Mañs (pennlec'h departamant ar Sarthe), Kentañ ministr Bro-C'hall eo bet etre miz mae 2007 ha miz mae 2012, dindan ar prezidant Nicolas Sarkozy. Ezel eo eus an UMP, ha prezidant ar gevredigezh France.9 (kleub preder). Alies e vez lavaret eus François Fillon ez eo ur "gaolist sokial".

Mab eo da Annie Soulet, un istorourez a orin euskarat, ha da Michel Fillon, eus Poatev, noter e Vande. Tri breur en deus. Kreskiñ a reas e kêr Cérans-Foulletourte er Sarthe e-lec'h ma oa e skol ar gumun. Goude e studias er skolaj prevez Saint-Michel-des-Perrais e Parigné-le-Pôlin, ha goude el lise Notre-Dame de Sainte-Croix er Mañs. Ar vachelouriezh prederouriezh en doa bet e 1972. Studiañ a reas e Skol-Veur ar Maine e-lec'h ma oa unan eus studierien Christian Philip. Tapet en doa ur vestroniezh war ar Reizh publik e 1976. Bloaz war-lec'h en doa tapet an DEA war ar reizh publik er skol-Veur René Descartes, e Pariz, hag un DEA Skiantoù politik eus ar Fondation nationale des sciences politiques.

Dimeziñ a reas d'an 28 a viz Even 1980 gant Penelope Clarke, a orin kembreat, eus Llanover, e-tal Y Fenni, e Gwent. Pemp bugel o deus : Marie, Charles, Antoine, Édouard hag Arnaud.

Ar politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soñjal a reas e-pad ur mare bezañ kazetenner ha mont a reas d'ober stajoù en AFP e-pad tri bloaz. Choaz a reas bezañ politiker goude bezañ bet tutet gant kannad ar Sarthe, Joël Le Theule evel eiler kannad en 1976. Pa zeuas hemañ da vezañ maodiern, François Fillon a vo eilrener e vinistrerezh. Goude marv Joël Le Theule e oa bet dilennet kannad ha goude se kuzulier departamant e 1981. Dont a rae da vezañ evel-se ar c'hannad yaouankañ eus ar Vodadenn Vroadel. E-pad pell eo bet tost da Philippe Séguin.

Prezidant rannvro Broioù al Liger eo er bloavezhioù 1990. A-enep adunvaniñ Breizh, labour a ra gant prezidant rannvro Breizh Josselin de Rohan evit ma yafe war-raok ar "Grand Ouest", ur rannvro bolitikel brasoc'h eget Breizh e kornog Frañs.

Eus 1993 betek 1995 ez eo maodiern an deskadurezh uhelañ hag eus an imbourc'h er Gouarnamant Balladur. Goude trec'h Jacques Chirac en 2002 e teu da vezañ maodiern an aferioù sokial en daou gentañ Gouarnamant Raffarin (2002-2004) ha trede den a-bouez ar gouarnamant. Kas a ra da benn adreizhadenn bennañ ar gouarnamant-se : hini al leveoù, anvet lezenn pe adreizhadenn Fillon, a gasas betek penn daoust da ziplijadur ar C'hallaoued. Kas a reas ivez un adreizhadenn eus ar 35 eurvezh da benn.

Anvet Maodiern an Deskadurezh Vroadel e miz Meurzh 2004 e voulc'has un adreizhadenn a lakaas da sevel luskadoù enebiezh bras-kenañ e-touez al liseidi en nevezamzer 2005 : kalz liseoù zo gronnet pe dalc'het gant al liseidi. Dilezel a reas neuze lodenn an adreizhadenn a selle ouzh ar vachelouriezh ha lakaat a reas mouezhiañ ar peurrest eus al lezenn.

Goude trec'h an « nann » d'ar referendom diwar-benn skrid-emglev Bonreizhel Europat ha dilez Jean-Pierre Raffarin a heul disoc'h ar vouezhiadeg, n'eo ket bet dalc'het er Gouarnamant Villepin. Fuloret an tamm outañ, e tisklêrias kerkent hag an deiz war-lerc'h en ur pennad eus Le Monde d'an 3 a viz Even 2005 « Ne chomo eñvor ebet eus Chirac, war-bouez ma adreizhadennoù[1] ». Embann a reas e oa a-du gant dilennadenn Nicolas Sarkozy evel prezidant e 2007. Disklêriañ a reas neuze : Graet o deus ac'hanon ar rener eus koulzad Sarkozy[2]

Kemer a reas perzh en un doare oberiant-kenañ e koulzad danvez prezidant an UMP, evel kuzulier politikel.

Anvet e oa Maodiern Kentañ gant Nicolas Sarkozy d'ar 17 Mae 2007,[3], Prezidant ar Republik C'hall dilennet d'ar 6 a viz Mae 2007 ha deut da vezañ prezidant d'ar 16 a viz Mae 2007.

Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2017

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet trec'het gant François Fillon en dilennadegoù meur an UMP e voe kannad nemetañ ar strollad da geñver an dillendegoù prezidant 2017. Gwalldapet gant aferioù implijoù faos evit e familh e koll goustadik harp e voterien.

Penelope Kathryn Fillon, gwreg François Fillon a roas anv an afer pennañ: an afer Penelope.

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dik gant ar redadegoù kirri-tan, François Fillon a gemeras perzh e 2003 er 24 heures du Mans Classic asambles gant Henri Pescarolo gant ur Ferrari 250 GTO. Plijout a ra kalz dezhañ an tarvmakiezh hag an alpaerezh[4].

E 2009 e oa bet savet klemm gant ur Roazhonez a-enep blenier ur c'harr en doa klasket he diskar p'edo war he marc'h-tan war an hent tro-kêr. Da François Fillon e oa ar c'harr, Édouard, ur mab dezhañ, an hini e oa ar blenier hag en devoa graet ur sin-biz hudur dezhi. Nac'het en deus Édouard dic'haouiñ ar vaouez[5].

E 2014 ez eus bet rebechet outañ e veajoù dre viñsaskell[6].

  • Les retraites, meurzh 2007, ed. Michalon
  • La France en majuscules, gant Olivier Dassault, geñver 2007, ed. Plon
  • La France peut supporter la vérité, 2006, ed. Albin Michel
  1. « de Chirac on ne se souviendra de rien, sauf de mes réformes »,
  2. Le Monde, d'ar 17 a viz Mae 2007.
  3. Communiqué eus prezidantiezh ar Republik C'hall diwar-benn anvidigezh ar c'hentañ maodiern.
  4. https://web.archive.org/web/20070930023747/http://www.tv5.org/TV5Site/info/doc_popup.php?idrub=1&xml=..%2Fdoc%2Ffillon-portrait-une-pol.xml
  5. Mab Fillon n'houl ket paeañ, e Libérennes
  6. http://lelab.europe1.fr/Document-Lab-les-allers-retours-a-6500-euros-de-Francois-Fillon-aux-frais-de-l-UMP-15412

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
François Fillon
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?