For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Feur-emglev Frankfurt (1871).

Feur-emglev Frankfurt (1871)

Skrid orin Feur-emglev Frankfurt, e mozoleon Bsimarck e Friedrichsruh.

Feur-emglev Frankfurt a voe sinet d'an 10 a viz Mae 1871 e Frankfurt am Main, etre Bro-C'hall ha Prusia, da lakaat fin d'ar brezel etre an div vro.

Dre ar feur-emglev-se e oa :

  • lakaet ur vevenn nevez etre ar Republik C'hall hag an Impalaeriezh alaman, ha lezet gant Alamagn Elzas, war-bouez tolead Belfort hag ul lodenn eus Loren (departamantoù Moselle ha Meurthe).
  • roet gwir da dud ar rannvro Elzas-Loren, krouet evel-se, da choaz etre chom er gêr ha bezañ Alamaned pe kuitaat o c'hêr ha chom Frañsizien.
  • lakaet Bro-C'hall da baeañ un digoll 5 miliard a lurioù da Alamagn, dindan pemp bloaz.
  • anavezet Gwilherm I da impalaer Alamagn.

Renket e oa bet ivez distro ar brizonidi d'ar gêr, en daou du, hag ar c'henwerzh etre an div vro.

Renet e voe ar c'haozeadennoù evit sevel ar feur-emglev-se, gant Adolphe Thiers, en anv ar gouarnamant gall, hag Otto von Bismarck, kañseller Prusia. Boulc'het e voent e dibenn miz C'hwevrer 1871 ha klozet gant ar sinadur d'an 10 a viz Mae eus ar bloavezh-se.

A-raok ar 1añ a viz Here 1872 o doa tud Elzas ha Loren d'ober o choaz etre an div stad. Diwar ar 1 628 000 a dud a oa o chom er rannvro en amzer-hont, e voe war-dro 160 000 o lavaret e felle dezho chom Frañsizien met ne voe nemet 50 000 o kuitaat o c'hêr da vat da vont da Vro-C'hall[1].

Mezhus e voe kavet ar feur-emglev-se gant kalz politikerien c'hall ha betek ar Brezel-bed Kentañ e voe lod anezho oc'h embann o dije o digoll.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Feur-emglev Frankfurt (1871)
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?