For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Falun Gong.

Falun Gong

Falun Gong
spiritual practice, philosophical movement, new religious movement
Anv er yezh a orin法轮功, 法轮大法 Kemmañ
Anvet diwardharmacakra Kemmañ
DiazezerLi Hongzhi Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDeerpark Kemmañ
Lec'hworldwide Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°26′50″N 74°35′25″W Kemmañ
Lec'h diazezChangchun Kemmañ
IsaozadurQ15930737 Kemmañ
Sez sokialDragon Springs Kemmañ
Foundational textZhuan Falun Kemmañ
Diazezet warqigong, Chinese folk religion Kemmañ
Levezonet gantBoudaegezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://en.falundafa.org, https://www.falundafa.org/ Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùZhuan Falun Kemmañ
Dezverket drereligious philosophy Kemmañ
Istorhistory of Falun Gong Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Map

Falun Gong (sinaeg hengounel: 法輪功; sinaeg eeunaet: 法轮功; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún Gōng; "Ober gant Rod al Lezenn") pe Falun Dafa (sinaeg hengounel: 法輪大法; sinaeg eeunaet: 法轮大法; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún dàfǎ; "Lezenn Veur Rod al Lezenn") a zo ul luskad speredel a orin sinaat. E Sina e vez klasket flastrañ al luskad-mañ rak hervez gouarnamant Republik Pobl Sina ez eus ur sektenn anezhañ.

Arouez Falun Gong

Hervez al luskad e-unan ez eo Falun Gong ur skol-breder qigong (氣功; qìgōng) diazezet war kredennoù hengounel Sina kar d'an Taiqi Quan.

Aet eo kalz war gresk abaoe ma oa bet digoret Falun Gong d'an holl ez ofisiel e 1992 gant an den a oa bet krouet gantañ, Li Hongzhi (李洪志) hag a zo o chom hiziv er Stadoù-Unanet) betek tapout tro-dro da 80 milion a izili e Sina e 1998 hervez sifroù ofisiel Sina. Aet eo war vrasaat ivez an niver a izili dre ar bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet, e Kanada, Aostralia hag Europa.

E Sina e vez klasket mougañ al luskad Falun Gong ha lazhet ez eus bet gant ar gouarnamant un 260 ezel bennaket ha savet ez eus bet luskadoù dre Europa o c'houlenn groñs e chomfe a-sav Sina da heskinat izili Falun Gong.

Hervez gouarnamant Sina ez eo Falung Gong ur sektenn hepmuiken hag hervezañ e vefe an aozadur kiriek da varv ouzhpenn 1600 den bet nac'het reiñ louzoù dezho. N'eo ket gwall sur seurt tamalloù, avat, evit aozadurioù a zifenn gwirioù mab-den evel Amnesty International.

D'an 23 a viz Genver 2001 eo marvet un den goude bezañ lakaet an tan ennañ e-unan e Plasenn Tiananmen, un ezel eus Falun Gong anezhañ hervez gouarnamant Sina.

Diaes eo kavout sifroù ha dielloù resis a-fed jahinañ marvus e Sina, met istimet e vez niver izili Falun Gong a zo bet lazhet dre flastradennoù. E 2009, The New York Times en devoa embannet, e oa hervez aozadurioù difenn gwirioù Mab-den "d'an nebeutañ 2000" den a zo bet lazhet eeun. Amnesty International en doa embannet e oa bet 100 ezel Falun Gong lazhet er bloavezh 2008, pe en toull-bac'h pe nebeut amzer goude bezañ bet dieubet. Ar c'hazetenner enklask Ethan Gutmann en doa istimet e oa bet lazhet 65 000 Falun Gong a oa bet lazhet evit laerañ organoù etre 2000 ha 2008 hervez atersadennoù hir, ouzhpenn-se ar skolveuridi David Kilgour ha David Matas o doa embannet, "mammenn 41 500 treuzplatadur war ur mare 6 bloavezh etre 2000 ha 2005 a chom hep displegadenn".


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Falun Gong
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?