For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Fañch al Lae.

Fañch al Lae

Fañch-Mari al Lae (anv gallek ofisiel : François-Marie Le Lay), ganet e Lokireg d'ar 24 a viz Eost 1859 e Lokireg, ha marvet e Lokireg ivez d'ar 25 a viz Mae 1937, a oa ur skrivagner brezhonek, brudet dreist-holl abalamour d'e romant Bilzig’’ hag e savas meur a varzhoneg ivez.

Mab e oa da Vari Janed Kokin, hag e dad, Yann-Vari al Lae, a oa martolod. Fañch-Mari al Lae a oa kroget ivez gant ar vicher a vartolod da 12 vloaz. Gant skoazell medisin Lokireg e c’hellas mont da studiañe Kloerdi bihan Pontekroaz daou pe dri bloaz ha tapout ur post evezhier skolaj a-raok mont da gelenner war an istor e lise Château-Gontier. Goude ar vachelouriezh e tapas un aotreegezh e 1881. E 1884 ez eas da gelenner da lise Pondivi, e-lec’h ma chomas betek mont war e leve e 1924. Ur c’henseurt da Emil Masson, ur sokialour brudet, e voe eno.

E 1912 e voe doktorelaet war al Lizhiri e Skol-veur Roazhon gant div dezenn e galleg : « Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIIe siècle » ha « le paysan et la terre sous la seigneurie de Coatanfao, paroisse de Séglien au XVIIIe siècle ». Met, pa voe tizhet gant ur gwall gleñved, ne gendalc'has ket gant e studioù skol-veur.

Neuze e krogas da skrivañ. Barzhonegoù a skrivas e galleg hag e brezhoneg evit ar gelaouenn lennegel, L'Hermine, eus 1895 da 1904. Ur wezh ma voe aet wa e leve e tistroas da Lokireg eus 1928 da 1936. Neuze e skrivas kalzik e galleg hag e brezhoneg, ha sevel a reas Bilzig a zo marteze ar romant gwellañ bet embannet e brezhoneg d'ar c'houlz-se ha sur unan eus ar re goantañ. Barner a voe evit kenstrivadeg-skol ar brezhoneg prientet gant ar Goursez.

Dilennet e voe maer republikan Lokireg e 1928 hag e sevenas ar c’harg-se betek 1936.

Mervel a reas e 1937 en ti e-lec'h ma voe ganet e Lokireg.

E romant Bilzig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ: Bilzig

Stil lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzh lenn Bilzig’’ e weler e plije dezhañ sevel dialogoù ken ez eus kalz a eskemmoù, hogos e pep pajenn. Ne zeskriv ket kalz a lec'hioù. Lakaat a ra un toullad barzhonegoù e-kreiz an istor. E istorioù a dremen alies etre Lokireg ha Perroz-Gireg en XVIIvet kantved war a seblant.

brezhoneg
galleg
  •   Attendez la fin du cours, Pantin, le Temps des cerises, 1999. (ISBN 2841092259)

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwerc'hes Arvor, L'Hermine, 1895, pajenn 117
  • Va Rozenn, Buhez Breiz,
  • Ar Morvran, Mouez ar Vro, niv. 69, 1920
  • Du eo an de ha du eo an noz, L'Hermine, Ebrel 1904/11

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kanaouenn Mari Morgan
  • Bleuennik ar garante
  • Va bleuennik a zo maro
  • Melkoni
  • Diou Sonig : An diou c'hoar- Al lilienn
  • An alc'houeder
  • Ginaouek

...ha meur a hini all

Studiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Fête de La Trinité-Porhoët vers la fin du XVIIe siècle, 1903.
  • Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIe siècle, essai sur l'organisation municipale en Bretagne, tezenn, 1911.
  • Le Paysan et sa terre sous la seigneurie de Coetanfao, paroisse de Séglien, au XVIIIe siècle, adtezenn, 1911 Texte en ligne
  • Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIe siècle, essai sur l'organisation municipale en Bretagne, Pariz : Le Livre d'histoire, 2006.

 Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, ‘’Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien’’, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Lay, François-Marie.
  • Bernez an Nail & Jacqueline Le Nail, Dictionnaire des romanciers de Bretagne, Speied, Keltia Graphic, 2000. (ISBN 2913953018). Pennad : François Le Lay (Fañch al Lae), renket diouzh Le Lay
  • Marc Gontard (renerezh), Dictionnaire des écrivains bretons du XXe siècle’', Roazhon, PUR, 2002. (ISBN 286847702X). Pennad : Al Lae, Fañch
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Fañch al Lae
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?