For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Emsavadeg ar Strollad Wagner.

Emsavadeg ar Strollad Wagner

Fin Emsavadeg Prigojin d'ar 24 a viz Even 2023 e Rostov-An-Don. Tankoù gant bleunioù hag arvesterien trevour o saludiñ soudarded Wagner
Emsavadeg ar Strollad Wagner
Tamm eus Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022
E griz al lec'hioù mestroniet gant ar Strollad Wagner.

Maread 23 a viz Even 202324 a viz Even 2023 (1 devezh)
Lec'h Rusia, Rostov-an-Don
Disoc'h Da c'hortoz dilerc'hioù diechu
Cheñchamant tiriad:Rusia
Emgannerien
Strollad Wagner
Soudarded ministrerezh difenn Rusia
Gouarnamant Rusia
Pennoù-brezel
Yevgeny Priojin Vladimir Poutin
Niver a emgannerien
8000 -25 000 Nerzhioù lu Wagner
+ harperien trevour ha soudarded hag ofiserien Ministrerezh difenn Rusia
Dianav
Kolloù
Wagner: 2
13 -20 marvet
Un trevour gant ur banniel Wagner e-tal otoioù archerien.

D'an 23 a viz Even 2023, ar Strollad Wagner, un aozadur damsoudardel rusian, a oa emsavet a-enep pennoù-bras Rusia. An emsavadeg zo bet awenet gant an enebadur daonet etre Ministrerezh an Difenn e Rusia ha Yevgeny Prigojin, penn ar Strollad Wagner.

Prigojin en doa embannet e oa an emsavadeg unan da respont d'an tagadennoù gant nerzhioù lu Rusia a-enep e strollad goprsoudarded. Komzet en devoa war Telegram, oc'h embann e oa bet diabeg e gwirionez Aloubadeg Ukraina gant Rusia, e oa dre fazi ministr an Difenn Sergei Choigou ma oa hir ha diaes an aloubadeg, hag embann et en doa zoken e oa Choigou o profitañ hag o lakaat padout ar brezel evit laerezh arc'hant ha madoù gant sikour oligarked rusian.

D'ar 24 a viz Even, ar prezidant rusian Vladimir Poutin en doa diskuliet obererezhioù ar Strollad Wagner ha graet « treitourien » anezho.

D'an 23 a viz Even, Unvezioù Wagner distroet eus Ukraina o doa aloubet kêr Rostov-an-Don, pennlec'h an Distrig milourel Su e Rusia. Peder heuliadeg kirri Wagner a oa bet o vont goude-se war hent Moskov. Ar pal e vije bet tizhout kêr buan a-raok ma vije bet un enebargadenn gant nerzhioù lu ar vro. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet e oa ar goprsoudarded d'o c'hampoù d'ar 24 a viz Even, goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.

Aloubadeg Rostov-An-Don

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ajañsoù spiañ Departamant Difenn SUA e oa bet tu gwelet e oa bet un toullad soudarded Kevredad Rusia o tilezel o ofiserien evit mont gant ar Strollad Wagner. Hervezo ha mammennoù all e vez gwelet anat e oa harpet mat obererezhioù Wagner gant soudarded hag ofiserien lies ha niverus kement en Ukraina evit e Rusia hag er bazennoù nepell diouzh Ukraina. Hervez Prigojin, daou soudard rusian a zo marvet o stourm skoaz-ha-skoaz gant ar Strollad Wagner e-pad an emsavadeg [1]

Prometet oa bet gant Poutin dilezel an enklaskoù gant an FSB d'ar 24 a viz Even. D'ar 27 a viz Even 2023 eo bet gwennaet ha diskarget da vat an holl tamalloù justis a-enep d'ar Strollad Wagner e liamm gant an emsavadeg [2]. D'an holl izili eus ar Strollad eo bet kinniget dezho pe emezeliñ el lu rusian pe mont kuit e Belarus oc'h heuliañ penn ar strollad [3]. Rediet eo bet ar strollad reiñ e armoù ponner d'al lu rusian. Kroget eo labourioù nepell diouzh Minsk evit sevel ur c'hamp da zegemer anezho. Betek 8000 goprsoudard gant o familhoù evit ul lod anezho a c'hellfe kavout repu eno [4].

Marv Prigojin hag Utkin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pennad spisoc'h: Gwallzarvoud karr-nij Tver 2023

D'an 23 a viz Eost 2023, Prigojin gant nav den all a zo marvet e-kerzh ur gwallzarvoud karr-nij. E-touez ar re marvet e oa Dmitry Utkin krouer ar Strollad Wagner. Ar c'harr-nij a oa un jet prevez oc'h ober ur mone etre Moskov ha Sant-Petersbourg. Hervez mediaioù Stad Rusia e oa Prigojin war listenn ar bourzhidi. Ur chadenn Telegram tost diouzh Wagner n'eus embannet e oa bet distrujet karr-nij Prigojin gant tenn un difennerezh enep-aer Rusian a-us Oblast Tver.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "‘We did not want to spill Russian blood’: Prigozhin makes statement on Wagner Group’s mutiny attempt", Novoya Gazeta Europe (26 June 2023). "Meur a stourmer eus ar PMC Wagner a zo bet gloazet. Daou a zo marvet — bez e oant soudarded Ministrerezh difenn Rusia a oa deuet ganeomp a galon vat." 
  2. https://www.lindependant.fr/2023/06/27/guerre-en-ukraine-la-russie-abandonne-les-poursuites-contre-wagner-et-son-patron-11304234.php
  3. https://www.lindependant.fr/2023/06/27/rebellion-de-wagner-evgueni-prigojine-en-fuite-en-bielorussie-un-de-ses-avions-a-atterri-ce-matin-a-minsk-11304529.php
  4. Plusieurs sources disent avoir vu Prigojine en Biélorussie, du côté de Minsk. Des spécialistes affirment également qu'un camp a été dressé pour accueillir 8000 soldats du groupe Wagner https://www.lindependant.fr/2023/06/26/guerre-en-ukraine-rejoignez-nous-ou-rentrez-chez-vous-vladimir-poutine-donne-une-derniere-chance-aux-rebelles-du-groupe-wagner-11303167.php
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Emsavadeg ar Strollad Wagner
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?