Edi Rama
Edi Rama (ganet d'ar 4 a viz Gouere 1964) zo ur politikour hag un arzour eus Albania. Kentañ Ministr Albania eo abaoe 2013. Penn Strollad Sokialour Albania (Partia Socialiste e Shqipërisë) eo ivez. Bet e oa Ministr ar Sevenadur eus 1998 da 2000, ha maer Tirana, kêr-benn ar vro, adalek 2000 betek 2011. E 2013 e oa e penn un emglev kostezennoù eus an tu-kleiz a oa bet trec'h, e dilennadeg kannaded ar parlamant, war strollad ar c'hentañ ministr kent, Sali Berisha.
Text is available under the CC BY-SA 4.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.