For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Dahomey.

Dahomey

Dahomey (anvioù all : Danxomé, Danhomé, Abomey) a oa anezhi ur rouantelezh en Afrika hag en em astenne war tiriad ar riez a vez anvet Benin bremañ. Savet eo bet hec’h anv diwar ar ger dan a dalvez "naer" e Foneg ; un dave eo da azeulerezh an naered-piton, un azeulerezh boutin war aodoù Benin, e rannvro Ouidah peurgetket.

Krouet e oa bet ar rouantelezh-se, hervez ar vojenn, gant merc’h ar roue Tado. Honnezh, ur Yoruba anezhi, a oa deuet d’ar c’hoad da glask dour ha kejañ a reas gant ar spered loupard. Agasu, tad an holl Foned, a zeuas da vugel dezho. Krouet e oa bet ar gêr santel gant diskennidi Agasu. War-dro 1600 e oa bet tri mab dezhañ o tabutal evit mont da roue. Trec’h e oa bet ar mab henañ war e daou vreur, a yeas kuit da sevel o rouantelezhioù dezho o-unan, unan war aod Ajase-Ipo, Porto Novo hiziv an deiz, hag egile, en Abomey en norzh ma c’haller gweladenniñ palez ar roue c’hoazh.

Mont a reas rouantelezh Abomey buan a-walc’h da vezañ ur vro c’halloudus, gant moneiz hag all. Pinvidikaat a reas gant ur c’henwerzh a-bouez, hini ar sklaved dreist-holl. Dont a rae un arme efedus hag aozet-mat da breizhañ danvez sklaved er meuriadoù. Da-c’houde e veze kaset ar re-se betek aod ar meurvor Atlantel, ma vezent eskemmet ouzh marc’hadourezhioù a bep seurt, kanolioù hag armoù peurgetket, gant kenwerzhourien Europa.

Ur rejimant eus ar vegenn a rae war-dro difenn hag eveshaat ar roue. Ne oa nemet maouezed er rejimant-se hag « amazonezed » e vezent anvet gant kenwerzhourien Europa.

E 1724 e voe aloubet Allada gant ar Foned. Gounid a reas ar re-se goude douaroù betek aod ar meurvor Atlantel hag aloubet e oa bet ganto Dahomey penn-da-benn en doare-se. An doueed Yoruba, anavezet dija gant ar Foned, a veze azeulet evel speredoù lec’hel Ewe ha Fon eus ar relijion vodou, anezhi relijion ofisiel ha diazez ar rouantelezh.

Rouantelezh Dahomey a oa bet anezhi betek dibenn an XIXvet kantved. Brezel a oa bet, evit gwir, etre annezidi ar rouantelezh hag an drevannederien hag e dibenn ar brezel-se e oa bet tapet ar roue Behanzin hag argaset e oa bet eus ar rouantelezh, a oa bet staget ouzh Frañs.

Da-heul alouberezh ar vro gant an drevadennerien c’hall e teuas Kontouerioù ar Benin, a oa stag ouzh trevadenn Senegal abaoe miz Gouere 1886, da vezañ un drevadenn emren e 1893, a-raok bezañ anvet « Trevadenn Dahomey ha dalc’hioù » gant un dekred eus an 22 a viz Mezheven 1894. An anv Dahomey, na dalveze nemet evit envel rouantelezh Dahomey er penn kentañ, a voe graet gantañ goude evit envel an drevadenn en he fezh. Youl a oa bet d’ar mare-se evit reizhabegiñ hag evit kemer lorc’h diwar un alouberezh diaes a-walc’h, o teuler evezh ne vije ket kemmesket an tiriad-se gant tiriad Benin vreizhveuriat, (Nigeria hiziv an deiz). Ne gollas an drevadenn nevez hec’h emrenerezh nemet e 1904, pa oa bet entoueziet gant Afrika c'hall ar C’hornôg (AGK).

Dahomey, ur vro dizalc’h abaoe ar 1añ a viz Eost 1960, a oa bet roet an anv Benin dezhi d’an 30 a viz Du 1975.

Roueed Dahomey

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Dahomey
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?