For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for
Charreadeg Take Ichi.
Charreadeg Take Ichi
Kartenn hent ar Charreadeg Take Ichi
Take Ichi sendan (竹一船団 Charreadeg "Bambou Niv. Unan") a oa bet ur charreadeg japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Ar charreadeg a oa loc'het diouzh Shanghai d'ar 17 a viz Ebrel1944, gant div zivizion troadegiezh evit kreñvaat difennerezh Filipinez ha kornôg Ginea Nevez. An United States Navy (USN) en devoa kaset listri-spluj ha taget ar charreadeg etre ar 26 a viz Ebrel hag ar 6 a viz Mae 1944. Kaset e oa bet pevar lestr dezougen d'ar strad ha lazhet e-tro 4000 soudard japanat. Abalamour ma oa ken bras ar c'holloù, ar charreadeg a oa bet kaset da Halmahera a-benn ar fin. Eno e oa bet dilestret ar soudarded chomet bev hag o dafar.
Kolloù ar charreadeg Take Ichi a oa bet pouezus a-fed strategiezh. Ar c'hwitadenn da gas div zivizion betek al lec'hioù difenn oa lakaas Pennoù uhel lu Impalaeriezh Japan da zivizout kemm linenn difennerezh Japan eus 970 km en a-dreñv. Galloud stourm an divizionoù a oa bet gwanaet kalz gant ar c'holloù ramzel. Stourm a rejont memestra a-enep nerzhioù an United States Army, met hep bezañ un harp gwall vras da zifennerezh Impalaeriezh Japan.
This browser is not supported by Wikiwand :( Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience. Please download and use one of the following browsers:
Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.
X
Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?
Oh no, there's been an error
Please help us solve this error by emailing us at support@wikiwand.com
Let us know what you've done that caused this error, what browser you're using, and whether you have any special extensions/add-ons installed.
Thank you!