For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Charlez VII (Bro-C'hall).

Charlez VII (Bro-C'hall)

Charlez VII

Charlez VII a Vro-C'hall a voe roue Bro-C'hall eus 1422 da 1461 war-lerc'h e dad Charlez VI, aet da foll. Ganet e oa bet e Pariz e 1403 ha marvet e oa e Mehun-sur-Yèvre e 1461. Evel daofin dilezet hag evel roue en deus stourmet enep ar Saozon o doa kemeret ar galloud war lodenn vrasañ e rouantelezh ken e teuas da-benn skarzañ anezho kuit e 1453 ha dre-se en deus lakaet un termen da Vrezel Kant Vloaz. Lesanvet e oa bet "roue bihan Bourges" gant e eneberien.

E 1417 e resevas dugelezh ar Berri, met e tleas e 1418 mont kuit eus Pariz dindan gwask e eontr, Yann Dispount, dug Bourgogn, hemañ o klask tapout ar rouantelezh.
Dre feur-emglev Troyes (1420) e anavezas ar Rouanez Izabel Bavaria m'en doa ar roue saoz Herri V ar beli war ar rouantelezh gall hag e oa dishêret an daofin Charlez (mab chomet nemetañ Izabel ha Charles VI) war zigarez e vije ur bastard anezhañ. Nac'hañ a reas Charlez ar feur-emlev hag e stalias e lez e kêr-benn e dugelezh,Bourges, e kreiz ar rouantelezh, evit ren ar brezel enep ar Saozon. Eno e embannas e 1418 bezañ lezroue pa oa e dad klañv-fall e benn.
E 1419 e asantas kaout un emglev gant Yann Dispont war ur pont e Montereau. An traoù a yeas ken trenk etre aotrounez an div gostezenn ma oe savetaet Charlez diouzh ar marv gant Tangi ar C'hastell hag e oe kontellet d'ar marv e eontr Yann, dug Bourgogn.

Kaset e voe eus Bourges da Reims gant Janed Ark da vezañ kurunennet eno. War e lerc'h ez eas e vab Loeiz XI da roue.

Eured ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet a reas e 1422 da Mari Anjev (1404-1463), ha bugale o doe.


Brudet eo e vestrez Agnès Sorel, met nebeutoc'h an hini a gemeras he lec'h e gwele ar roue, Antoinette de la Maignelais, a rankas mont da repuiñ da Vreizh war-lerc'h marv ar roue.

Digant Mari Anjev en doe:

  • Loeiz (1423-1483), roue Bro-C'hall war-lerc'h e dad.
  • Jean, marv-ganet d'an 19 a viz Gwengolo 1425.
  • Radegonde, ganet e Chinon e 1428, marvet e Teurgn e 1445, prometet en 1430 da Sigismund Aostria.
  • Catherine, ganet war-dro 1431 pe 1432 ha marvet en 1446, pried da Charlez an Her, neuze kont Charolais
  • Jacques (1432-1437)
  • Yolande (1434-1478) dimezet da Amedeo a voe dug Savoia en 1452. Pa varvas he fried e voe rejantez Savoia.
  • Jeanne (1435-1482), dimezet en 1452 da Jean II de Bourbon.
  • Philippe (1436-1436)
  • Marguerite (1437-1438)
  • Jeanne (1438-1446) ;
  • Marie ((1438-1439)
  • Marie (1441-1441) ;
  • Madalen (1443-1495), en 1462,
    • dimezet da Gaston Foix, priñs Viana ; rejantez Navarra adal 1479 betek 1494 .
  • Charlez Bro-C'hall (1446-1472).


En e raok:
Charlez VI
Rouaned Bro-C'hall

14221461
War e lerc'h:
Loeiz XI

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Charlez VII (Bro-C'hall)
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?