For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Bundestag.

Bundestag

Bundestag
Bundestag, 23. Mai 2002

Izili ar Bundestag (23 a viz Mae 2002)

Dasparzh (disoc'hoù dilennadegoù 2021)
Strollad Sezoù Dregantad
206 25,7 %

118 14,8 %

92 11,5 %

197 24,1 %

79 10,3 %

39 4,9 %

Ar Bundestag alaman (alamaneg : Deutscher Bundestag) eo parlamant Republik Kevreadel Alamagn ma kaver dileuridi dilennet gant holl bobl Alamagn. Dre lezenn-diazez 1949 en deus kemeret plas ar Reichstag. Abaoe 1999 e vez bodet izili ar Bundestag e Berlin, er Reichstag, ur savadur bet renevesaet gant Norman Foster.

Perzh ar Bundestag er vuhez politikel:

  • Kenlabour a zo gant ar Bundesrat a-benn lakaat degemer lezennoù a dalvez er c'hevredad a-bezh, hag ivez degas kemmoù d'al lezenn-diazez. Gant ar Bundestag e vez peurwiriekaet ar feurioù-emglev etrebroadel ha votet budjed ar c'hevredad ivez.
  • Dilenn a ra ivez ar c'hañseller ha kemer a ra perzh e dilenn ar prezidant ha dilenn barnerien ar c'hevread.
  • Sellout a ra pizh ouzh ar pezh a ra ar gouarnamant hag ouzh ar pezh a ra an arme (Bundeswehr).

Pevar bloaz e pad amzeriad izili ar Bundestag a zo dilennet. Diazezet eo an dilennadegoù war ur sistem ma vesker ar voterezh kenfeurel (an doare ma vez dasparzhet ar sezoù) hag ar voterezh brasañniver (un hanter eus an dilennidi). 598 eo an niver diazez a zileuridi, met gant ar sistem dibabet e vez ouzhpennet re all (Überhangmandate). Ar 20vet Bundestag a zo bet lakaet da dalvezout d'an 26 a viz Gwengolo 2021. Ennañ ez eus 736 dileuriad, ha Bärbel Bas (SPD) eo ar prezidant.

Prezidanted ar Bundestag abaoe 1949

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1949 : Erich Köhler, CDU
  • 1950 : Hermann Ehlers, CDU
  • 1954 : Eugen Gerstenmaier, CDU
  • 1969 : Kai-Uwe von Hassel, CDU
  • 1972 : Annemarie Renger, SPD
  • 1976 : Karl Carstens, CDU
  • 1979 : Richard Stücklen, CSU
  • 1983 : Rainer Barzel, CDU
  • 1984 : Philipp Jenninger, CDU
  • 1988 : Rita Süssmuth, CDU
  • 1998 : Wolfgang Thierse, SPD
  • 2005 : Norbert Lammert, CDU
  • 2017 : Wolfgang Schäuble, CDU
  • 2021 : Bärbel Bas, SPD

Listenn an dilennadegoù er Bundestag

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1949 : 1 Bundestag
  • 1953 : Eil Bundestag
  • 1957 : 3e Bundestag
  • 1961 : 4e Bundestag
  • 1965 : 5vet Bundestag
  • 1969 : 6vet Bundestag
  • 1972 : 7vet Bundestag
  • 1976 : 8vet Bundestag
  • 1980 : 9vet Bundestag
  • 1983 : 10vet Bundestag
  • 1987 : 11vet Bundestag
  • 1990 : 12vet Bundestag
  • 1994 : 13vet Bundestag
  • 1998 : 14vet Bundestag
  • 2002 : 15vet Bundestag
  • 2005 : 16vet Bundestag
  • 2009 : 17vet Bundestag
  • 2013 : 18vet Bundestag
  • 2017 : 19vet Bundestag
  • 2021 : 20vet Bundestag
Er Reichstag, e miz Even 2005. E tu-dehou prezidant an emvod emañ izili ar gouarnamant, hag en tu-kleiz emañ izili ar Bundesrat

Strolladoù pennañ ar Bundestag eo ar strolladoù-parlamant, anvet Fraktionen. Ganto eo e vez aozet al labour lezenniñ : labour-prientiñ er bodadoù-labour, kinnigoù lezennoù ha gwellaennoù[1].

E kement strollad-parlamant a zo ez eus ur prezidant (Fraktionsvorsitzender), meur a vezprezidant hag ur bodad-ren a vez bodet ur wech ar sizhun. Doujet e vez ganto ouzh reolenn ar strollad (Fraktionsdiziplin). Er Bundestag e kaver ivez bodad ar re goshañ (Ältestenrat) hag ar præsidium. Er c'huzul e kaver izili ar præsidium ha 23 c'hoshañ ar strolladoù-parlamant. Er c'huzul e vez divizoù etre strolladoù politikel a-benn dilenn prezidanted ar bodadoù-labour hag ar roll-labour. Savet e vez ur bodad-parlamant evit kement ministrerezh a zo (21 hiziv an deiz).

Bodadoù-labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-bouez bras eo al labour kaset gant ar bodadoù labour : kregiñ a ra an divizoù er Bundestag ur wech m'eo bet studiet pizh an traoù enno. Enno ivez e vez roet ar gaoz d'an tu-enep. E-touez ar bodadoù-labour-se e kaver an Untersuchungsausschuss (bodad-enklask) hag an Enquetekommission : bodadoù savet a-ratozh-kaer a-benn studiañ traoù zo. Enno e kaver dilennidi hag arbennigourien diavaez.

Kambr izel pe parlamant ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Reichstag, ma vez bodet ar Bundestag

En Alamagn e lavar tud zo n'eo ket ar Bundesrat ur parlamant peogwir ne gaver ennañ nemet izili gouarnamantoù al Länder. An dud-se a lavar neuze ez eo ar Bundestag parlamant nemetañ Alamagn.

Ar Bundestag a c'hall bezañ divodet gant prezidant Alamagn (Bundespräsident) ma :

  • n'eus dilennet kañseller ebet gant ar brasañ niver a vouezhioù e penn-kentañ an amzeriad pe goude marv pe zilez ar c'hañseller (mellad 63, rannbennad 4 al lezenn-diazez).
  • ne sav ket a-du ar Bundestag pa sav ar c'hañseller ur goulenn a fiziañs (mellad 68 rannbennad 1). Ar pezh a zo c'hoarvezet e 1972 (kañseller : Willy Brandt, prezidant : Gustav Heinemann) hag e 1982 (kañseller : Helmut Kohl, prezidant : Karl Carstens). En daou zegouezh-se e nac'has dilennidi ar Bundestag embann o fiziañs er c'hañseller goude m'en defe goulennet ganto en ober. Fellout a rae dezho ma vefe aozet dilennadegoù all, ar pezh a a zegas kudennoù a-fet gwir bonreizhel. Gant izili ar Bundesverfassungsgericht (kuzul ar vonreizh) eo bet cheñchet an traoù evit ma ne c'hoarvezfe ket mui (diviz ar 16 a viz C'hwevrer 1983).

D'an 22 a viz Mae 2005 e c'houlennas ar c'hañseller Gerhard Schröder kaout fiziañs izili ar Bundestag, peogwir e oa bet kollet an dilennadegoù e Nordrhein-Westfalen gant SPD. D'ar 1añ a viz Gouere 2005 e voe lakaet e gaou (fiziañs: 151; disfiz : 296; hep kemer perzh : 148). Goude-se e c'houlennas ar c'hañseller gant ar prezidant Horst Köhler ma vefe divodet ar Bundestag. D'an 21 a viz Gouere 2005 ec'h embannas ar prezidant e oa divodet ar Bundestag, ha lakaet e voe dilennadegoù a-benn an 18 a viz Gwengolo 2005. D'ar 25 a viz Eost 2005 e voe nac'het gant kuzul ar vonreizh erbedoù tri strollad politikel bihan ha re daou zileuriad : Jelena Hoffmann (SPD) ha Werner Schulz (Die Grünen).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ur strollad ennañ 5% eus dilennidi ar Bundestag a c'hall kinnig lezennoù ivez.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Bundestag
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?