For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Iwerzhon.

Iwerzhon

Ur pennad Republik Iwerzhon zo ivez.
Iwerzhon
Skeudenn tapet dre satellit
Skeudenn tapet dre satellit
Anv(ioù) all Irlandr[1], Irland[2], Eren[3]
Anv iwerzhonek Éire
Anv e skoteg Ulster Airlann
Anv saoznek Ireland
Anv latin Hibernia
Geografiezh
Enezeg Inizi Breizh-Veur
Lec'hiadur Meurvor Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 53° 30′ N, 7° 24′ K
Gorread 84 420 km²
Aodoù 3 700 km
Lein uhelañ Corrán Tuathail (1 041 m)
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Stad Iwerzhon Iwerzhon,
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Poblañs
Annezidi Iwerzhonad(ez)
Poblañs 7 185 600 (2023)
Stankted 85,11 ann./km²
Kêrioù brasañ Dulenn (1,458,154 ann.), Belfast (671,559 ann.)
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC±00:00
Sent-paeron Sant Padrig, Santez Berc'hed, Sant Koulm

Iwerzhon (iwerzhoneg: Éire [ˈeːɾʲə] (selaou ); saozneg: Ireland /ˈaɪərlənd/ (selaou ); skoteg Ulster: Airlann [ˈɑːrlən]) eo trede enezenn vrasañ Europa. War ribl ar Meurvor Atlantel emañ. Republik Iwerzhon, zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread an enezenn a bez. Er Biz emañ Norzhiwerzhon, dindan gouarnamant Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Sevel a ra Poblañs an enezenn a-bezh da ouzhpenn 7 milion a dud : 5,3 milion e Republik Iwerzhon (1,9 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,9 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).

Gwelet a reer elfennoù zo eus torosennadur Iwerzhon war ar gartenn-mañ. (Sellet ivez ouzh un doare brasoc'h gant muioc'h a ditouroù).

Ur blaenenn a gaver e kreiz Iwerzhon gant aridennadoù bihan a venezioù tro-war-dro, ha gronnet gant ar mor. Ar gern uhelañ, ar C'harrauntuohill (Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km), a red dre greiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro en div lodenn. Gant un hin gleb ha klouar e kresk ur struj glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Abalamour da se e vez graet eus Iwerzhon an Enezenn c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. 84 079 km² eo gorread an enez.

Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connachta, Laighin, Mumhan hag Ulaid. En iwerzhoneg e reer anv eus ar Cúige ( = pempvet). Gwechall e oa ur pempvet Cúige anvet Mí, homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 kontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulaid a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e toujer da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù (Countys) rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel m'eo bet termenet gant ar Vonreizh. War an 32 kontelezh e c'heller spurmantiñ ez eo stank-tre an identelezh troet war-zu ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.

Lodenn vrasañ an douaroù a c'heller gounid zo lec'hiet e kontelezhioù ar c'hornôg. Eno emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a ya kalzig a douristed da welet, evit arvestiñ ouzh gweledvaoù kenedus hag ar mor glas diharz.

Emañ Iwerzhon e kornôg Europa.
Pennad dre ar munud : Istor Iwerzhon.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Irlandr" war devri.bzh
  2. Banque Sonore des Dialectes Bretons, enklask e Molan e 2016 gant Adrien Desseigne
  3. (Rouez, barzhoniel) diwar an anv iwerzhonek "Éire"
{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Iwerzhon
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?