For faster navigation, this Iframe is preloading the Wikiwand page for Andy Warhol.

Andy Warhol

Andy Warhol (1977)

Andy Warhol a oa un arzour amerikan ganet d'an 6 a viz Eost 1928 e Pittsburgh ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1987 e New York. Andrew Warhola a oa e anv ganedigezh. Brudet eo evel livour ha filmour hag unan eus arzourien bennañ ar Pop Art e oa. Tabut a zo savet alies tro-dro d’e oberenn, met gwelet eo evel unan eus arzourien bouezusañ an XXvet kantved. Kalz diskouezadegoù, levrioù, filmoù... a zo bet savet diwar-benn e benn abaoe m’eo marvet e 1987.

E 1928 e voe ganet Andrew Warhola e Pittsburgh (Pennsylvania). E 1933 ez eas d’an Elementary School. E dad a varvas e 1942, goude bezañ chomet klañv e-pad 3 bloaz. E 1945 ec’h echuas e skoliata, hag e tapas un diplom High School.

Etre 1945 ha 1949 e studias e Carnegie Institute of Technologie hag e tapas un diplom Bachelor of Fine Arts. E-pad ar studioù-se e krogas da dresañ dre implijout taponoù. E 1949 e tilojas da New York hag e krogas da labourat evel tresour bruderezh evit Vogue ha Harper's Bazaar. Er memes koulz e reas e dresadennoù kentañ evit ar stal votoù I. Miller. Kinklañ a reas ivez ar stal vras Bronwit Teller. Kemmañ a reas ivez e anv : Andrew Warhola a zeuas da vezañ Andy Warhol. E 1952 e reas e ziskouezadeg kentañ e Hugo Gallery (New York). Etre 1953 ha 1955 e krouas dilhad evit ur strollad c’hoariva. D’ar mare-se ivez e krogas da wiskañ ur berukenn aour-gwenn, hag a zeuas da vezañ arouez e bersonelezh. E 1954 e tiskouezas e oberennoù el Loft Gallery (New York). E 1955 e labouras kalz evit bed ar bruderezh, hag e tresas kartennoù Nedeleg evit stalioù liesseurt, Tiffany's en o zouez. Un darn eus ar c’hartennoù-se a weler e-barzh Greetings from Andy (Warhol) Christmas at Tiffany's. E 1956 e reas div ziskouezadeg : er Bodley Gallery hag e Madison Avenue. Er memes bloavezh e reas tro ar bed. Gant ar bruderezh en doa ijinet evit Miller e tapas medalenn an « Thirty Fifth Annual Art Director's Club Award's ». Priz an « Art Director's Club medal » a dapas er bloaz goude, bepred evit ar bruderezh savet gantañ. E 1957 e krouas ivez un embregerezh, gant ar pal merañ ar bruderezhioù savet gantañ.

Pop Art, Factory ha The Velvet Underground

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1960, e reas e daolennoù kentañ, levezonet gant arz ar c'homics, dres er memes koulz ha Roy Lichtenstein. An daou anezho a gemeras perzh en un diskouezadeg e 1962. En diskouezadeg-se, anvet The New Realists in New York, e voe ivez arzourien c’hall (Yves Klein, Niki de Saint Phalle...). Livañ a reas e voestoù soubenn Campbell's kentañ, ur rummad Dollars hag e serigrafiezhioù kentañ diwar-benn an dud vrudet. Irving Blum, rener ur stal-taolennoù e Los Angeles, a ziskouezas 36 boest soubenn hag e prenas anezho-holl. Un diskouezadeg a reas Warhol e Eleanor Wards Stable Gallery (New York). Stagañ a reas ivez gant e rummadoù diwar-benn ar marv hag ar gwallreuzioù. En ul labouradeg dilezet e tigoras e Factory e 1963. Ur stal labour hag ur studio enrollañ evit e filmoù e voe war un dro. Eno e krogas ar strollad The Velvet Underground, ha Warhol a broduas anezho. Er Factory e savas meur a film, holl anezho taolioù-arnod, hep danvez pe senario ebet, ha savet war ar prim peurliesañ. Unan anezho a zo anvet Sleep, hag e tiskouez un den o kousket e-pad 20 munutenn. Warhol a implijas a film-se 18 gwech da heul, hag e savas neuze ur film 6 eurvezh. E ziskouezadeg kentañ en Europa a voe e 1964. Ur banell voger anvet Thirteen Most Wanted Men a ijinas evit diskouezadeg hollvedel New York. Met goloet e voe an oberenn gant livaj, rak ne voe ket degemeret gant an dud. Ur rummad serigrafiezhioù a reas, diazezet war boestoù ketchup Heinz pe re lisiv Brillo. E 1965 ec’h embannas e felle dezhañ chom a-sav gant al livañ ha filmañ nemetken. Lod brasañ e filmoù a savas neuze etre 1966 ha 1968, en ur genderc’hel da genlabourat gant The Velvet Underground. D’an 3 a viz Even 1968 e tennas Valerie Solanas gant ur bistolenn war Warhol, er Factory. Ne voe ket tizhet gant an daou denn kentañ, met an trede hini a dizhas anezhañ hag e toullas e skevent, e stomog, e avu hag e gorzenn-voued. Solanas a dennas neuze war Mario Amaya (buruteller arzoù ha mignon Warhol) hag ivez war Fred Hughes (impresario Warhol). E metoù underground ha VIP e voe Warhol er mare-se, hag e 1969 ec’h embannas skouerennom kentañ e gelaouenn, Interview he zitl. Etre 1969 ha 1972 e reas un nebeud oberennoù, diwar c’houlenn mignoned dezhañ pe perc’henned stalioù-taolennoù.

Dibenn e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez Andy Warhol e John the Baptist Byzantine Catholic Cemetery, Bethel Park, Pennsylvania

E 1972 e krogas da livañ en-dro, hag e reas poltredoù dre serigrafiezh, re Mao Zedong da skouer. Ouzhpennañ a rae livioù en ur jestraouiñ. Taolennoù difetis a reas ivez, gant livaj oksidet. Ur bern tud a c’houlennas gantañ sevel taolennoù. Ar rummadoù Skulls ha Still Life (morzhol ha falz) a livas e 1976. Etre 1979 ha 1980, e tistroas da demoù brudetañ e oberenn (Campbell's Soup, U.S. dollar Sign, flowers,...). E 1980 e produas klipoù video hag e krouas e chadenn skinwel Andy Warhol TV. Lakaat a reas embann ul levr ivez (POPsim, The Warhol's 60s). Etre 1982 ha 1986 e reas e oberennoù diwezhañ, diazezet war oberennoù klasel evel Ganedigezh Venus (Sandro Botticelli) pe Koan Sakr (Leonardo da Vinci). E 1986 e reas e Selfportrait diwezhañ, hag ur rummad poltredoù Lenin. Mervel a reas e New York d'an 22 a viz C'hwevrer 1987.

  • Blow Job (1963)
  • Eat (1963)
  • Haircut (1963)
  • Kiss (1963)
  • Naomi's Birthday Party (1963)
  • Sleep (1963)
  • 13 Most Beautiful Women (1964)
  • Batman Dracula (1964)
  • Clockwork (1964)
  • Couch (1964)
  • Drunk (1964)
  • Empire (1964)
  • The End of Dawn (1964)
  • Lips (1964)
  • Mario Banana I (1964)
  • Mario Banana II (1964)
  • Messy Lives (1964)
  • Naomi and Rufus Kiss (1964)
  • Tarzan and Jane Regained... Sort of (1964)
  • The Thirteen Most Beautiful Boys (1964)
  • Beauty #2 (1965)
  • Bitch (1965)
  • Camp (1965)
  • Harlot (1965)
  • Horse (1965)
  • Kitchen (1965)
  • The Life of Juanita Castro (1965)
  • My Hustler (1965)
  • Poor Little Rich Girl (1965)
  • Restaurant (1965)
  • Space (1965)
  • Taylor Mead's Ass (1965)
  • Vinyl (1965)
  • Screen Test (1965)
  • Screen Test #2 (1965)
  • Ari and Mario (1966)
  • Hedy (film) (1966)
  • Kiss the Boot (1966)
  • Milk (1966)
  • Salvador Dalí (1966)
  • Shower (1966)
  • Sunset (1966)
  • Superboy (1966)
  • The Closet (1966)
  • Chelsea Girls (1966)
  • The Beard (film) (1966)
  • More Milk, Yvette (1966)
  • Outer and Inner Space (1966)
  • The Velvet Underground and Nico (1966)
  • The Andy Warhol Story (1967)
  • Tiger Morse (1967)
  • **** (1967)
  • The Imitation of Christ (1967)
  • The Nude Restaurant (1967)
  • Bike Boy (1967)
  • I, a Man (1967)
  • San Diego Surf (1968)
  • The Loves of Ondine (1968)
  • Flesh (film) (1968)
  • Lonesome Cowboys (1968)
  • Blue Movie (1969)
  • Trash (1970)
  • L'Amour (1972)
  • Heat (1972)
  • Flesh for Frankenstein (1973)
    aka Andy Warhol's Frankenstein (USA)
  • Blood for Dracula (1974)
    aka Andy Warhol's Dracula (USA)


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


]

{{bottomLinkPreText}} {{bottomLinkText}}
Andy Warhol
Listen to this article

This browser is not supported by Wikiwand :(
Wikiwand requires a browser with modern capabilities in order to provide you with the best reading experience.
Please download and use one of the following browsers:

This article was just edited, click to reload
This article has been deleted on Wikipedia (Why?)

Back to homepage

Please click Add in the dialog above
Please click Allow in the top-left corner,
then click Install Now in the dialog
Please click Open in the download dialog,
then click Install
Please click the "Downloads" icon in the Safari toolbar, open the first download in the list,
then click Install
{{::$root.activation.text}}

Install Wikiwand

Install on Chrome Install on Firefox
Don't forget to rate us

Tell your friends about Wikiwand!

Gmail Facebook Twitter Link

Enjoying Wikiwand?

Tell your friends and spread the love:
Share on Gmail Share on Facebook Share on Twitter Share on Buffer

Our magic isn't perfect

You can help our automatic cover photo selection by reporting an unsuitable photo.

This photo is visually disturbing This photo is not a good choice

Thank you for helping!


Your input will affect cover photo selection, along with input from other users.

X

Get ready for Wikiwand 2.0 🎉! the new version arrives on September 1st! Don't want to wait?